Philadelphia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Philadelphia
Remove ads

Philadelphia eo kêr vrasañ stad Pennsylvania er Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2010 e oa 1 526 006 a annezidi o chom enni.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv ofisiel ...
Thumb
Thumb

Ar pempvet kumun gant ar muiañ a dud er Stadoù- Unanet eo. Philadelphia a zo ur gêr eus ar C'hommonwealth e Pennsylvania lec’hiet e biz ar Stadoù-Unanet, etre New York ha kêr Washington. Kreiz istorel, sevenadurel hag arzel pouezus er Stadoù-Unanet. Philadelphia a zo ivez ur porzh industriel bras. Krouet e 1682, eo bet Philadelphia en XVIIIvet kantved ar gêr gant ar muiañ a dud eus an trizek trevadenn ( hag a zo trevadennoù Bro-Saoz en Amerika an Norzh) a-raok dont da vezañ kêrbenn ar Stadoù-Unanet. Abalamour da-se, zo bet kevezerezh e-pad un toullad bloavezhioù etre Philadelphia ha New York. Goude-se eo bet lakaet Washington da gêrbenn ar Stadoù-Unanet. Bremañ eo brasañ meurgêr stad Pennsylvania.

Remove ads

Tud brudet liammet gant ar gêr

  • William Penn, diazezer ar gêr ha Proviñs Pennsylvania.
  • Benjamin Franklin, unan eus Tadoù diazezerien Stadoù-Unanet Amerika, dre e atiz eo bet krouet meur a ensavadur e Philadelphia, en o zouez Skol-veur Pennsylvania ha Library Hall. Marvet er gêr-se e 1790.
  • Sylvester Stallone, aktour hag en deus kresket e Philadelphia ha liammet eo strizh an heuliad filmoù Rocky ouzh ar gêr.
  • Will Smith, aktour ha kaner genidik eus ar gêr.
  • Bill Cosby, aktour ganet e Philadelphia, brudet evit e roll er stirad skinwel Cosby Show.
  • John Coltrane, sellmet evel unan eus brasañ saksofonourien jazz en istor.
  • Lil Uzi Vert, raper ganet er gêr.
  • Meek Mill, raper ganet er gêr.
  • Judy Heumann, stourmerez evit gwirioù an dud nammet.
  • Grace Kelly, aktourez ha Priñsez Monako, ganet er gêr.
  • Raymond Pace Alexander, barner ha stourmer evit ar gwirioù keodedel, ganet ha marvet er gêr.
Remove ads

Skeudennoù


Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads