ORTF
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An ORTF (Office de Radiodiffusion-Télévision Française, Ofis skingas radio ha skinwel gall) a oa un ensavadur publik gall hag a rene war skignerezh ha produerezh ar c'hleweled publik broadel ha rannvroel e Bro-C'hall etre 1964, pa gemeras plas an RTF, ha dismantret e 1975 evit krouiñ chadennoù pe ensavadurioù nevez, en o zouez Radio France, Télévision française 1, Antenne 2 ha France Régions 3. An INA a voe ganet diwar an disrann-se ivez. E Ti ar Radio e Pariz e oa e sez. Meur a wech e voe tamallet d'an ORTF bezañ tuet evit ar gouarnamantoù e plas, evel da vare darvoudoù miz Mae 1968 da skouer[1].

Remove ads
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
