Ouran (planedenn)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ouran (planedenn)
Remove ads

Ouran (Uranus e latin) a zo anezhi seizhvet planedenn koskoriad an Heol, an drede vrasañ. Ur ramzenn c'hazek eo. Kavet e oa bet d'an 13 a viz Meurzh 1781 gant an Alaman William Herschel. Dont a ra e anv eus an doue roman Uranus, doue an oabl heñvel ouzh an doue gresian Ouranos.

Muioc'h a ditouroù Doareennoù he c'helc'htro, Doareennoù fizik ...
Remove ads

Gwalennoù Ouran

13 gwalenn zo bet kavet en-dro d’ar blanedenn betek-henn. Fin int ha pizh eo o bordoù.

Loarennoù

27 loarenn zo bet kavet en-dro da Ouran Betek-henn. William Herschel en doa kavet an div gentañ d’an 13 a viz Meurzh 1787. Er c’hontrol eus ar planedennoù all n’eo ket anvioù eus ar vitologiezh hag a zo bet lakaet dezho, met anvioù tud tennet eus pezhioù-c’hoari William Shakespeare.

Muioc'h a ditouroù Anv, Treuzkiz (km) ...

*Pa vez negativel ar prantad reveulziañ e tiskouez kement-se e tro al loarenn war-gil.

Remove ads

Difurch

N'eus bet nemet ur sonterez hag a zo bet kaset etrezek Ouran, Voyager 2 an hini eo. E 1977 e oa bet bannet gant NASA. D'ar 24 a viz Genver 1986 e oa tremenet hebiou d'ar blanedenn d'an tostañ, a-raok kenderc'hel gant he beaj etrezek Neizhan.

Notennoù ha daveoù

Levrlennadur

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads