Strollad Komunour Gall
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Strollad Komunour Gall (ent-ofisiel Parti Communiste Français, pe PCF ) a zo ur strollad politikel gall savet e 1920.
Remove ads
Istor ar Strollad Komunour Gall
E miz Kerzu 1920 eo rannet e daou ar Section française de l'Internationale ouvrière (SFIO). Emezellañ a ra ar Section française de l'Internationale communiste (SFIC) nevez d'ar C'hKomintern diazezet gant Lenin. Buan awalac'h eo adanvet "Parti Comuniste" hag embann a ra bezañ dispac'hour hag etrebroadelour.
E Breizh araok an Eil Brezel-bed
Aozadur ar strollad e Breizh e dibenn miz Here 1936 [1] :
- Région Bretonne: Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed, sekretour: Alain Signor, skolaer, e Keriti,
- Région Atlantique: Liger-Izelañ, gant departamant Vande, sekretour: Léon Le Guiader, en Naoned,
- Région Rennaise: Il-ha-Gwilen, gant departamant Mayenne, sekretour: Émile Drouillas (anvioù stourmer: Émile Guerrier, Maurice Laporte), e Roazhon.
Kazetennoù e Breizh :
- La Bretagne ouvrière, paysanne et maritime, 1935-1950,
- Bretagne Nouvelle, adalek 1968.
Niver kuzulioù-kêr dalc'het gant ar strollad e miz Ebrel 1936 goude dilennadegoù 1935 [2] :
- Région Bretonne: 5,
- Aodoù-an-Hanternoz: 1.
Mouezhioù dastumet en dilennadegoù deputeed e Breizh: disoc'hoù ar strollad e 1928, 1932 ha 1936 (niver a vouezhioù) [3] Aodoù-an-Hanternoz
Holladoù departamantel ha Breizh a-bezh
Goude an Eil Brezel-bed ha betek 1958
Goude an Eil Brezel-bed en em ro dezhañ e-unan ar PCF al lesanv "Strollad ar 75000 den fuzuilhet" ("Le parti des 75000 fusillés"). Kemer a ra perzh er gouarnamant etre 1944 ha 1947;kichen-ha-kichen gant ar c'haollourien. Strollad kentañ Bro-C'hall e teu da vezañ e dilennadegoù ar gannaded e 1945, gant 26,2 % eus ar mouezhioù ha 159 kannad. E zisochoù gwellañ en deus e 1946 e dilennadegoù ar gannaded e 1946 (28,3 % eus ar mouezhioù ha 182 sez). E miz Here 1947 eo echu gant an Trede Republik hag eo lakaet war-sav ar IVe republik c'hall. E miz Du emañ ar Strollad Komunour en eil plas en dilennadegoù kêr, gant 30 % eus ar mouezhioù.
Etre 1958 ha 1981
Ur strollad eus an tu enep eo. Skoulmañ a ra un emglev gant François Mitterrand hag ar Strollad Sokialour Gall er bloavezhioù 1970.
Goude 1981
Adalek 1981 e kemer perzh er gouarnamant gant ar Strollad Sokialour Gall. Mont a ra war ziskar moueziadeg goude moueziadeg. War ar renk emañ evit an dilennadegoù prezidant evit ar wech diwezhañ e 1995. 8,6% eus ar mouezhioù a ya da Robert Hue, ar pezh a zo mat awalac'h evit ar strollad.
Kemer a ra perzh abaoe en emglevioù gant strolladoù all eus an tu-kleiz pe an tu-kleiz pellañ.
Remove ads
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
