Pagodenn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar pagodennoù zo savadurioù lec'h ma vez gwarezet relegoù boudaat[1]. Lec'hioù azeuliñ ha pirc'hirinañ int evit ar voudaidi.

Tourioù kelc'hiek, eizhkognek pe garrezek o stumm eo ar pagodennoù, meur a estaj dezho, gant un doenn arfrank pe a-veskell. Kavout a reer o orin er stoupa indian met o dizain a zeu eus Nepal[2]. Un elfenn eus arkitektouriezh hengounel Sina int, hag eus Azia ar Gevred dre vras.
Gallout a reont bezañ e koad, e mein pe e brik.
Remove ads
Pagodennoù e Breizh
Gwelet ar pennad Boudaegezh e Breizh.
Un bagodenn voudaat a zo e Sant-Ervlan, savet gant enbroidi viêtnamat ha laosat : pagodenn Van Hanh.
Gwelet ivez
- Pagodenn veur ar Waz Ouez e Sina,
- Pagodenn vihan ar Waz Ouez e Sina.
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
