Palawan

From Wikipedia, the free encyclopedia

Palawan
Remove ads

Palawan zo unan eus inizi Filipinez. Dave a ra ivez an anv Palawan d’ur broviñs, enni an enezenn anvet evel-se asambles gant inizi all tro-dro dezhi. Emañ Palawan er mervent da enez Mindoro, e kornôg Filipinez eta. En-dro dezhi emañ Mor Sulu er gevred, Mor Su Sina er gwalarn ha Borneo er mervent. Puerto Princesa eo ar gêr vrasañ.

Fedoù berr-ha-berr Kevandir, Stad ...

Dont a ra muioc’h-mui a douristed d’an enezenn, da welet an aodoù traezh, ar c’hoadoù hag ar menezioù, stank ha liesseurt al loened enno. Ur park natur zo bet savet hag ur park mor ivez.

Meur a yezh a gaozeer e Palawan, ilongo en o zouez ha tagalog, komzet gant an hanter eus an dud. Katoliged eo an darn vrasañ eus an dud met ul lodenn vat a vuzulmiz zo ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads