Islam

From Wikipedia, the free encyclopedia

Islam
Remove ads

Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mahomed e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Deiziad krouiñ ...
Fedoù berr-ha-berr Kredennoù ha kustumoù, Pennoù bras ...
Remove ads

Istor ar profed Mohammed

Ganet e oa bet Mohammed e Mekka e 570. Ur wech e welas an ael Gabriel hag a reas dioutañ ar profed. Skarzhet voe diouzh Mekka e 622 hag e zeas da Yatrib : Hidjra a vez graet eus ar veaj-se. Cheñch a reas anv Yatrib e Medina. E 630 e zeas Medina da dagañ Mekka. Trec'h voe Medina. E 632 e varvas Mahommed.

Pemp reolenn diazez an Islam

  • Gouestladur ar feiz (chahada) : Ur feizad a dle anzav eo Allah (anv arabek Doue) an doue nemetañ hag eo Mohammed e brofed.
  • Pediñ pemp gwech bemdez : Pediñ a ra an darn-vuiañ eus ar Vuzulmaned en ur dreiñ o dremmoù etrezek Mekka; pemp gwech bemdez ma c'hellont.
  • Mont da Vekka da birc'hirinañ (an Hadj) : Ar vuzulmaned a dle klask mont da Vekka ur wech en o buhez evit ober ur pirc'hirinaj e-lec'h ma veve Mohammed.
  • Reiñ an aluzen (ar zakat): Ret eo d'ar feizad reiñ ingal an aluzen evit ma vo sikouret ar re baour.
  • Yun rik ur miz-pad : E-pad an 9vet miz loarel, miz ar Ramadan, e tle pep feizad yuniñ etre sav-heol ha kuzh-heol.
Thumb
An Islam er bed e 2012  
Remove ads

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads