Parasaurolophus

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ur Parasaurolophus, pe Parasaorolofus zo ur genad dinosaored eus kladenn an ornithopoda a oa o vevañ e diwezh ar c'hretase er pezh zo hiziv Norzhamerika, war-dro 76,5-73 milion vloaz zo.[1] Geotdebrerien e oa loened ar genad-se ha gallout a raent bale en un doare daoudroadek pe pevarzroek. Tri spesad zo anavezet : P. walkeri, P. tubicen, hag ar P. cyrtocristatus kribellet-berr. Kavet ez eus bet dilerc'hioù en Alberta (Kanada), en New Mexico hag en Utah (Stadoù-Unanet). Deskrivet e oa evit ar wezh kentañ e 1922 gant William Parks diwar ur c'hlopenn ha darn eus ur relegenn dizoloet en Alberta.

Muioc'h a ditouroù Parasaorolofous, Rummatadur filogenetek ...

Ar Parasaurolophused a oa izili eus an hadrosauridae, ur gerentiad liesseurt eus dinosored eus ar c'hretase brudet evit klinkadurioù iskis o fennoù. Anavezet eo ar genad-se dre gribell o c'hlopenn a yae d'ober un duellenn hir gromm a greske etrezek an nec'h ha tu-a-dreñv ar c'hlopenn. Ar Charonosaurus eus Sina, marteze e oa anezhañ ar strollad loened kar tostañ, a oa un hevelep klopenn oute hag ar memes kribell moarvat. Komzet o deus kalz ar skiantourien diwar-benn ar gribell-se. A-du emañ ar pep brasañ da lâret e talveze d'al loened-se da anavezout reizh, ha pesad ar re all, da leuskel trouzioù ha da reoliañ gwrez o c'horf.

Remove ads

Deskrivadur

Evel evit ar pep brasañ eus an dinosaored, n'eo ket bet adkavet relegenn glok ar Parasaurolophus. Soñjal a reer e oa loened ar spesad P. walkeri 9,5 metr hed. 1,6 metr hed e oa o c'hlopenn, gant ar gribell, e-kichen klopenn etre ar spesad P. tubicen zo brasoc'h evit daou vetr hirder, ar pezh a ziskouez e oa brasoc'h evit ar spesad all.[2] 2,5 tonenn bouez a oa ennañ[3] An arvrec'h nemetañ a anavezer a oa berr a-walc'h evit an Hadrosauridae, ha dezhañ ur plankenn-skoaz berr met ledan. Ar morzhedaskorn a oa 103 santimetr hirder er spesad P. walkeri ha tev eo e-keñver e hed pa seller ouzh an Hadrosauridae all.[4] Kreñv-kenañ eo ar paler hag al lestr ivez.[5].

Evel Hadrosauridae e oa gouest da vale war daou bav pe war pevar. Gwelloc'h e veze dezhañ peuriñ war e bevar fav moarvat, met redek a rae war daou bav.[6] Anavezout a reer karrekaennoù kroc'hen eus ar spesad P. walkeri, a ziskouez skantoù ingal e stumm torbezennoù met framm ebet brasoc'h.[7]

Thumb
Parasaurolophus walkeri.

Ar pezh heberkañ e oa kribell ar c'hlopenn, a valire diouzh tu a-dreñv ar penn hag a oa savet diwar eskern ar rakkarvan hag ar fri. Kleuz e oa ar gribell, gant tuellennoù disheñvel o vont diouzh pep fronell betek penn all ar gribell kent cheñch hent adarre ha diskenn a-hed ar gribell betek ar c'hlopenn. Eeunoc'h e oa tuellennoù ar spesad P. walkeri, ha re P. tubicen a oa kempleshoc'h gant tuellennoù stoufet ha re all en em unane hag en em zispartie.[8] P. walkeri ha P. tubicen o doa kribelloù a oa just un taùù krommet, ha P. cyrtocristatus a oa berr o c'hribell met muioc'h krommet.[9]

Remove ads

Rummatadur

Evel m'en diskouez e anv, soñjal a raed e oa kar Parasaurolophus da Saurolophus ablamour d'e gribell damheñvel da welet.[7] Koulskoude e oa lakaet buan en iskerentiad Lambeosaurinae eus strollad an HadrosauridaeSaurolophus zo un Hadrosauridae.[10] Peurliesañ e vez sellet outañ evel ur spesad eus ar Lambeosaurinae, disheñvel diouzh ar C'horythosaurus, an Hypacrosaurus, hag all Lambeosaurus.[6][11],[12] Al loened tostañ a seblant bezañ ar Charonosaurus, ul Lambeosaurinae gant ur c'hlopenn heñvel (daoust ma n'en deus ket ur gribell glok c'hoazh) kavet e-tal ar ster Amour, e biz Sina,[13] ha marteze ez eo an daou ezel eus an hevelpep kladenn Parasaurolophini.[12] P. cyrtocristatus, gant e gribell berr ha kromm zo moarvat ar spesad diazez eus ar gladenn m'emañ an tri spesad Parasaurolophus anavet,[12] pe, marteze, ul loen yaouank pe ur barez P. tubicen.[14]

Remove ads

Dizoloadenn

Thumb
Incomplete Parasaurolophus walkeri type specimen in the Royal Ontario Museum

Paleobevoniezh

Boued

Evel an Hadrosauridae all, Parasaurolophus a oa geotdebrerien bras. E zent a veze nevezet dibaouez en ur sichenn a oa enni kantadoù dent, daoust ma ne veze implijet nemet un nebeud war un dro bewezh. . Debriñ a rae moarvat a-rez an douar ha betek 4 metr a-us.[6] Evel ma oa gwelet gant Bob Bakker, al Lambeosaurinae o deus ur genoù strishoc'h evit an Hadrosaurinae, ar pezh a dalvez e c'halle ar Parasaurolophus hag ar spesadoù kar dibab o boued muioc'h evit o c'hendirvi o genoù bras ha digribell.[15]

Kribell ar c'hlopenn

Thumb
P. walkeri skull

Kalz a vartezeadennoù a oa graet diwar-benn talvoudegezh ar gribell e laez klopenn ar Parasaurolophus, met ar pep brasañ a oa divrudet[16],[17]. Krediñ a reer bremañ e servije da veur a dra : ur "banniel" e oa da anavout spesadoù ha reizh al loened all, servijout a rae ivez da leuskel kriadennoù ha sonioù, ha da reoliañ gwrez ar c'horf. N'eur ket sur pehini eus ar perzhioù-se en doa bet ar muiañ a-bouez en he diorroadur hag e hini ar c'hleuzennoù fri e-barzh.[18]

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads