Pederneg
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Pederneg a zo ur gumun eus Treger, e Breizh, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Remove ads
Douaroniezh
Ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor a zo eus Pederneg. Lec'hiet eo e 48° 35' 5 Norzh ha 3° 16' 07 Kornôg. Al live izelañ a zo 102 m a-us ar mor hag an hini uhelañ a zo e krec'h ar Menez Bre gant 302 m. Gorread tachenn Pederneg a zo 27,05 km². Ar c'humunioù nesañ a zo Kervoroc'h, Treglañviz, Sant-Laorañs, Bear, Louergad ha Landebaeron. Eieniñ a ra ar stêr Gindi e Pederneg (da welout ! Ar Manati en em gav e Louergad)
Remove ads
Anv
- Erwan Vallerie ː Pedriac, 1160; Pedernec, 1269; Bidernec, Pidernec, 1330; Podernec, 1516; Pedernec, 1592
Istor
Krennamzer
- Meneget eo Pederneg e 1160 gant an anv "Pedriac". Ar pezh a lak da soñjal e sant Padern pe eus un orin galian-ha-roman (gant an -ac e fin ar ger).
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 153 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,82 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2]; d’an 22 a viz Eost 1914 ez eas diwar wel e Rossignol ur soudard eus ar 1añ Rujumant Troadegiezh Trevadennel[3] d’an 22 a viz Ebrel 1915 ez eas diwar wel Boezinge e Flandrez Belgia ur soudard eus an 73vet Rujumant Troadegiezh Tiriadel[4].
- Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall e 1915.
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Brezhoneg
- Live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr d'an 11 a viz Gwengolo 2009. Raktreset eo sinañ al live 2.
Monumantoù ha traoù heverk
- E-kichen Bear
.
- Peulvan.
- Iliz sant Pêr
- Iliz. Tour
- Iliz. Skalieroù. Reter
- Iliz katolik Sant Pêr.
- Loreta. Dor 1
- Loreta. Dor 2
- Loreta. Dor 3
- Chapel Loreta.
- Chapel Sant Herve
- Diabarzh ar chapel
- Mene-Bre. Kezeg
- Mene-Bre. Erc'h
Tosenn Torgenn Tuchenn Menez Bre Chapel Sant-Herve War da lein Bez Gwenc'hlan ez kreiz Da bep hini e deñzor Da bep hini e wirionez
- Ur c'halvar.
- Kervataman.
- Kalvar Kervataman.
- Kalvar Kervataman. Maen-diazez gant ardamezioù.
- Kervataman. Kezeg.
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
1 919 a dud a oa e 2012, ur boblañs izel a-walc'h. 53 den/km² eo ar stankter poblañs. Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
Tud bet ganet eno
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Levrlennadur
- (br)Fañch Peru : Hentoù ar C'hornog. Kan ar Stivell. Divyezhek. Berc'hed. 19987
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


