Pergamon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Pergamon (τὸ Πέργαμον, pe ἡ Πέργαμος e henc'hresianeg), a oa ur geoded hellazat en Aeolis, ur 26 km eus aod Mor Egea war un uhelenn en hanternoz da lez ar stêr Caicus (hiziv Bakırçay). Hiziv e weler dismantroù Pergamon en hanternoz hag er c'huzh-heol da gêr Bergama en Turki.


En IIIe hag en IIe kantved kent JK e oa Pergamon kêr-benn Rouantelezh Pergamon, a yae d'ober ul lodenn vras eus kornôg Azia-Vihanañ. Dindan ren an dierniezh Attalided, patroned an arzoù ha c'hoant ganto da grouiñ un Aten nevez, e teuas ar gêr da vezañ unan eus kreizennoù sevenadurel pouezusañ ar marevezh hellenek. Hervez ur vojenn gozh e voe ijinet eno ar pergamin, a denn hec'h anv Pergamon dioutañ. Ur greizenn produiñ pergamin e oa Pergamon[1].
Levraoueg Pergamon a oa an eil brasañ e bed Hellaz kozh goude hini Aleksandria ha krediñ a reer e oa 200 000 roll enni da nebeutañ[2].
Remove ads
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
