Ploneour-Lanwern

kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia

Ploneour-Lanwern
Remove ads

Ploneour-Lanwern a zo ur gumun eus Bro-Gerne, er Vro-Vigoudenn, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Remove ads

Douaroniezh

Anv

A. Ploneour

  • Erwan Vallerie (1995) ː Plueu Enneuur, Vicario Eneeuur, XIt; Plueneueor, XVt; Ploeneor in pago Cap Cavall, 1038; Ploeneor, XIIIt; Ploenevour, c. 1330; Ploeneour, 1368; 1516; 1536;

B. Lanwern

  • Erwan Vallerie (1995) ː Languern, 1516; 1536; 1574

Ardamezioù

Thumb
  • Troc'het : ouzh 1 en aour e zaou benn leon diframmet en gul, dentek ha teodek en glazur, ha treustellet ; ouzh 2 en gul e vanal ed en aour ereek en erminoù.
  • Sturienn : Neb ne had, ne ved ket.
  • Aozer : Bernard Le Brun.
  • Degemeret gant ar Gumun d'ar 7 a viz Eost 1987.

Istor

XVIIvet kantved

Dispac'h Gall

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Follic, kure Ploneour, ha Le Bloaz, person Lanwern; graet e voe al le gant Morvan, person Ploneour, met n'en doa, touet, koulskoude, bezañ fidel da lezennoù ar c'houarnamant nemet e kement ma na vijent ket enep lezennoù an Iliz[3].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 210 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 5,12% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Eil brezel-bed

  • Mervel a reas 36 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun er Viêtnam[6].
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[7].
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Filberzh.

Ouzhpenn chapel Sant Philibert (anvet chapel Lanwern gant tud ar vro, pardon a vez da eil Sul miz Gouere) e kaver Chapel ar C'heloù Mat (pardon e penn-kentañ miz Gouere) war hent Pont-'n-Abad, ha chapel Langiwa (er gêriadenn anvet Langiwa, pardon a vez d'ar 15 a viz Eost). Chapel Lanwern ha hini Langiwa a zo e-touez ar seizh chapel a voe dibennet gant soudarded dug Chaulnes da vare Emsavadeg ar Bonedoù ruz (1675).

Thumb
Chapel Langiwa
  • Monumant ar re varv er blasenn; dioueliet e voe d’an 23 a viz Mae 1921 luc’hskeudenn[8] ha kartenn-bost[9].
Remove ads

Emdroadur ar boblañs abaoe 1872

[10].

Melestradurezh

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek kentañ (skol prevez) zo bet digoret e 2009.
  • E distro-skol 2024 e oa 68 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].

Ya d'ar brezhoneg

Remove ads

Tud

Tud ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

Thumb de Lespervez

Aotrounez al lerc'h se, e Ploneour

En sabel e deir eilenn en aour

Gevelliñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...

Levrlennadur

  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads