Aljer

kêr-benn Aljeria From Wikipedia, the free encyclopedia

Aljer
Remove ads

Kêr-benn Aljeria eo Aljer (arabeg: الجزائر al-Jazāʼir; galleg: Alger; berbereg: ⴷⵣⴰⵢⴻⵔ Dzayer), lesanvet « al Bahdja » (« al Lufrus ») pe « ar gêr wenn », houmañ eo kêr vrasañ ar vro gant 3 milion a annezidi en he zolpad-kêrioù, da lavaret eo 10% eus poblañs Aljeria. Ur porzh bras eo, unan eus ar re bouezusañ war aodoù ar Mor Kreizdouarel.

Thumb
Bae Aljer
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Remove ads

Orin an anv

Peurvuiañ e vez komprenet an anv diwar ar ger arabek Jazira (unander) ha Jaza'ir (liester), da lavaret eo "an Enezeier" pa 'z eus un nebeud enezennoù e-tal ar porzh enklozet er chaoser hiziv. Koulskoude eo bet kinniget anv berberek un dierniezh, ar Ziridi (sellet ouzh istor ar gêr), pa dalvez tiziri loargann e berbereg.

Douaroniezh

Thumb
Skoed-ardamez Aljer

War dinaou menezioù Sahel al Jaza'ir emañ ar gêr he deus astennet he zakad war 230 km² betek 30 km eus an aod. War dinaou unan eus ar menezioù eo kluchet ar C'hasbah (Kasbah), karter koshañ ar gêr.

C'hwec'h dor gozh a zo tro-dro d'ar gêr (bab = dor): Bab El-Oued, Bab Azzoun, Bab Dzira, Bab El Bhar, Bab Jedid ha Bab Sidi Abd Rahmane.

An amzer en Aljer:

Muioc'h a ditouroù Miz, Genver ...


Remove ads

Istor

Henamzer

Seblantout a ra Aljer bezañ bet diazezet gant ar Fenikianed er IVre kantved kent Jezuz-Krist pa'z eus bet kavet listri kampiniat e foñs ur puñs e 1940.

  • Dont a ra ar gêr, anvet [[Ikosim] (Enezenn ar gouelini) ur c'hontouer fenikian eus re oberiusañ er 1 kantved kent Jezuz-Krist
  • E 202 kent Jezuz-Krist e kouezh kêr dindan levezon ar Romaned diwar an emglev etre Massinissa, roue Numidia ha Skipio an Afrikan evit stourm ouzh Kartada. Icosium eo anv roman kêr er mare-se.
  • War-dro ar IVe kantved e teu ar gristeniezh, relijion nevez an impalaeriezh roman.
  • Aloubet gant ar Vandaled e 429, eo adroet d'ar Romaned diwar un emglev e 442
  • Goude 533, o vezañ ma n'eo ket difennet brav gant ar Vizantidi, eo bet aloubet Aljer gant ar Verbered

Krennamzer

Gevellerezh

Gevellet eo Aljer gant meur a gêr tro ar bed:

Remove ads

Arzourien ganet en Aljer

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads