Kazh alaouret Afrika
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kazh alaouret Afrika (Profelis aurata) a zo ur c'hazh gouez krenn e vent (60-100 cm gant ul lost 16-46 cm) hag a vev e koadegoù glaviek Afrika ar c'hornôg. War stagadenn II ar CITES emañ.
Remove ads
Doareoù pennañ
A-liv gant ar c'hanell pe gell-ruz eo blevenn ar c'hazh alaouret ar peurliesañ zoken ma'z eus pennoù du pe c'hris. Unan eus an isspesadoù en deus ur vlevenn vrizhellet. Ar pared a zo brasoc'h eget ar parezed. Pouezañ a reont etre 11 ha 14 kg tra ma rae 6,2 kg ar barez nemeti a zo bet pouezet. 15 vloaz e c'hell kizhier alaouret Afrika bevañ er mirvaoù.
Emzalc'h
Barrek int da bignat er gwez met war an douar e hemolc'hont ar peurliesañ. Debriñ a reont krignerien, evned ha marmouzien bihan. Un aneval abaf eo ha nebeut a dra a anavezer diwar-benn e zoare-buhez.
Isspesadoù
- Profelis aurata aurata, Kreiz-Afrika; divrizh eo e vlevenn
- Profelis aurata celidogaster, Afrika ar c'hornôg;

Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
