Prusia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Prusia
Remove ads

Prusia[1], pe Prus[2], (Preußen en alamaneg; Prūsa en henbruseg), zo ur vro e reter Europa hag voe kalon ur rouantelezh pouezus en istor ar c'hevandir etre 1701 ha 1918. Etre 1918 ha 1947 e voe ul lodenn eus Alamagn. Divodet eo bet gant ar Re Gevredet e 1947. Hiziv eo rannet etre meur a Land, pe deuet da vezañ rannoù eus broioù amezek, evel Polonia, Lituania, Rusia, (hag a-raok eus Belgia, Danmark)... Chom a ra anezhi ar c'houn eus ur stad soudardel, a lavare Mirabeau diwar he fenn : "Prusia n'eo ket ur Stad hag un arme dezhi, met un arme tapet ganti ur vroad".

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Thumb
Banniel Prusia (1892-1918)
Thumb
Ardamezioù Prusia (1701-1918)
Remove ads

Istor

Roet eo bet an anv Prusia da veur a dra a-hed an istorvezh.

  1. A-raok ar varc'heien deutonek
  2. Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek (1224 - 1525)
  3. Prusia roueel (1466 – 1772)
  4. Dugelezh Prusia (1525 – 1701)
  5. Brandenburg-Prusia (1618 – 1701)
  6. Rouantelezh Prusia (1701-1918)
  7. Stad dieub Prusia (1918-1947)

A-raok ar varc'heien deutonek

Prusia gozh a oa anezhi ur vro etre Pologn ha Rusia, deuet hec'h anv eus hini Balted ar vro, a veze laret Borused anezho, da lavarout eo « hogos Rused ». Galindia ha Sudovia a oa div eus an daouzek proviñs orin. Meneget eo ar Sudovianed (pe Yotvingianed) e skridoù Ptolemeos, a lavare edont o chom e koadoù bras er mervent d'ar stêr Niemen.

En Xvet kantved e tegouezhas arme Vladimir Iañ, priñs Kyiv, ma rankas ar Sudovianed plegañ da lezenn Rous' Kiev.

Aloubet e voe trowardroioù kêrioù Białystok ha Suwalki (Pologn hiriv) evel re Grodno (Belarus) gant ar Slaved.

Stad menec'h-marc'heien an Urzh Teutonek (1224 - 1525)

  • Gwelout ar pennad Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek
Thumb
Aourengravadur eus 1300
Thumb
Goude aloubadeg an XIIIvet kantved. E liv mouk an douaroù dindan an Urzh Teutonek.
Thumb
Goude Eil feuremglev Thorn. Ar stad teutonek en oraénjez.

Prusia a oa da gentañ ur vro etre Pologn ha Rusia. Dont a ra ar ger eus anv ur bobl balt anvet Borused. Trevadennet e voe ar vro gant Marc'hegerien an Urzh Teutonek. Ha poblet e voe gant Alamaned.

Prusia roueel (1466 – 1772)

  • Gwelout ar pennad Prusia roueel

E 1415 e oa priñs-dilenner Marz Brandenburg, an impalaer Sigismond Iañ an Impalaeriezh Santel, eus Tiegezh Luksembourg, dindan dle. Dle en devoa da unan eus an Tiegezh Hohenzollern, bourgraved vihan eus kreisteiz Alamagn, hag abalamour da se e roas da Frederig Iañ Hohenzollern priñselezh ha Marz Brandenburg. Anvet e voe Frederig da c'houarnour marz Brandenburg eta ha da briñs-dilenner e Sened-Iliz Konstanz.

A-benn ar fin, gant feur-emglev Thorn sinet en 1466, e voe roet Pomerania ar Reter gant an Urzh Teutonek da Rouantelezh Pologn a zeuio da vout Prusia roueel neuze hag a chomo e Pologn e-pad tri c'hantved.

Dugelezh Prusia (1525 – 1701)

En 1525 ec'h eas Mestr Meur an Urzh Teutonek, Albrecht Iañ von Brandenburg-Ansbach, eus an Tiegezh Hohenzollern, a-du gant al luterianegezh, ma voe troet Prusia ar Reter, e dalc'h an Urzh, en un dugelezh a hêr da hêr dindan gwazoniezh Rouantelezh Pologn da-geñver feur-emglev Krakow e 1525. Etre daouarn an Tiegezh Hohenzollern e chomas ar stad-se a-hed pevar c'hantved, betek 1918.

Brandenburg-Prusia (1618 – 1701)

Rouantelezh Prusia (1701-1918)

Thumb
Prusia e Kreizeuropa en 1838
Thumb
Frederig Veur (1712-1786)

Stad dieub Prusia (1918-1947)

E dibenn an Eil Brezel-bed e tiviz ar galloudoù gounezet ar brezel ganto e vije disverket anv Prusia, pa gave dezho e oa kavell spered brezelour Alamagn; koulskoude e oa unan eus ar broioù alaman gounezet an diwezhañ d'an naziegezh hag e oa bet diskaret hec'h ensavadurioù dezhi hec'h-unan gant Hitler e 1933. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1947 e tivizont divodañ Stad Prusia ha skarzhañ kuit an Alamaned a vane evit lakaat Poloniz ha Soviediz en o lec'h. Setu perak ne gaver ket an anv Prusia en anv hini ebet eus stadoù Alamagn a-vremañ, adunvanet abaoe 1990.

Remove ads

Kartennoù

Gant ar c'hartennoù-mañ e weler kresk Prusia adalek 1415 betek 1803 :

Levrlennadur

Liamm diabarzh

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads