Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

stad euraziatek (1922-1991) From Wikipedia, the free encyclopedia

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Remove ads

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Thumb
Banniel URSS
Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv e yezh-vamm an den ...

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.

Remove ads

Istor

Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e voe krouidigezh an URSS.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.

Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.

Eil Brezel-bed

Goude an Eil Brezel-bed

Diskar an Unaniezh Soviedel

Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, terriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an unvaniezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :

  • tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
  • tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.

Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Remove ads

Ar Republikoù soviedel

Thumb
  1. RSS Armenia, krouet e 1936
  2. RSS Azerbaidjan, krouet e 1936
  3. RSS Bielorusia (bremañ Belarus), krouet e 1919
  4. RSS Estonia, ebarzhet e 1940
  5. RSS Jorjia, krouet e 1921
  6. RSS Kazac'hia (bremañ Kazakstan), krouet e 1920, ebarzhet e 1936
  7. RSS Kirgizia (bremañ Kirgizstan), ebarzhet e 1936
  8. RSS Latvia, ebarzhet e 1940
  9. RSS Lituania, ebarzhet e 1940
  10. RSS Moldavia (bremañ Moldova), krouet e 1944
  11. RSKS Rusia, krouet e 1917
  12. RSS Tadjikistan, ebarzhet e 1929
  13. RSS Turkmenia (bremañ Turkmenistan), ebarzhet e 1924
  14. RSS Ukrania (bremañ Ukraina), ebarzhet e 1922
  15. RSS Ouzbekistan, krouet e 1924
Republikoù aet da get
Remove ads

Pennadoù kar

Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads