film 1981 gant Steven Spielberg From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Raiders of the Lost Ark zo ur film avanturstadunanat embannet e 1981 ha sevenet gant Steven Spielberg. Ar senario a oa gant Lawrence Kasdan, diwar un istor gant George Lucas ha Philip Kaufman. Produet e oa bet gant Frank Marshall evit Lucasfilm Ltd., gant Lucas hag Howard Kazanjian evel produerien.
Indiana Jones o laerezh an delwennig, Hollywood Studios.
Ar c'hentañ film eo en heuliad filmoù Indiana Jones. Harrison Ford a c'hoari an arkeologour Indiana Jones, o stourm a-enep ur strollad nazied a glask arc'h an emglev. Karen Allen a c'hoari karantezig Indiana, Marion Ravenwood; Paul Freeman evit kevezer Indiana, an arkeologour gall René Belloq; John Rhys-Davies evel kamalad bras Indiana, Sallah; Ronald Lacey evel poliser ar Gestapo an ajant Arnold Toht; ha Denholm Elliott evel kenlabourer Indiana, Marcus Brody.