Ratko Mladić

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ratko Mladić
Remove ads

Ratko Mladić (Ратко Младић e serbeg, ganet d'an 12 a viz Meurzh 1942 pe 1943) zo bet ofiser en Arme Poblek Yougoslavia hag e penn Arme ar Republika Srpska (Republik Serb, e Bosnia ha Herzegovina), e-pad Brezel Bosnia (1992-1996). E 1995 e oa bet tamallet gant al Lez-varn Etrebroadel evit Yougoslavia gozh, ha karezet a bobllazhadeg hag a dorfedoù brezel. Kalz eus an torfedoù-se a denn d'ar pezh a c'hoarvezas e-pad seziz kêr Sarajevo hag e Srebrenica e miz Gouere 1995, pa voe lazhet eno betek 8000 den na oant ket armet, Muzulmiz anezho. Goude bezañ bet o vevañ dindan guzh e-pad 15 vloaz, e oa bet harzet Ratko Mladić d'ar 26 a viz Mae 2011 e Serbia.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Mladić en aerborzh Sarajevo e 1993
Remove ads

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads