Ray Charles

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ray Charles
Remove ads

Ray Charles, Raymond Charles Robinson e anv klok, a oa ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1930 e Albany (Georgia) ha marvet d'an 10 a viz Even 2004 e Beverly Hills (Kalifornia). Unan eus sonerien stadunanat brasañ an XXvet kantved eo bet, kenkoulz hag ur c'haner, soanozer, kempenner ha pianoour jazz, gospel, blues, country ha rhythm and blues. Digoret en deus an hent d'ar soul boutin gant Sam Cooke ha Solomon Burke.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Ray Charles

Ur soner liesdoare, dall ha du e oa. Dont a reas da vezañ brudet spontus e-touez an dud du koulz hag ar re wenn. Brudañ hag implijañ a reas doareoù ar gospel (kemmañ kendoniadennoù, framm ar c'hanaouennoù, teknikoù kan ha diskan, yudadennoù, garmadennoù ha klemmichadennoù) o lakaat komzoù blues war an tonioù-se e krouas ur seurt sonerezh nevez.

Remove ads

E vugaleaj

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Ganet eo Ray Charles Robinson en Albany, e Georgia, met savet e voe e Greenville, e Florida.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads