Stlejvil

From Wikipedia, the free encyclopedia

Stlejvil
Remove ads

Ar stlejviled, pe skrampviled, zo loened mellkeinek bevvic'haner pe vic'haner, goloet o c'hroc'hen gant skant.

Muioc'h a ditouroù Stlejviled, Rummatadur filogenetek ...

Unan eus ar 5 kevrennad a ya d'ober ar mellkeineged int. Ar bronneged, an evned, an divelfenneged hag ar pesked eo ar re all.

Remove ads

Emdroadur

Dont a ra ar stlejviled eus tetrapoded dielfennek o doa emdroet betek bezañ gouest da zozviñ ha da vevañ da vat en diavaez eus an dour. Daoust ma eneber alies ar stlejviled ouzh strolladoù mellkeineged all, evel an evned pe ar bronneged, eo diboell ar mod-se da rummata ar vellkeineged war tachenn o emdroadur. An evned, diskennidi an dinosaored, a zelfe bezañ sellet evel stlejviled, koulz hag ar bronneged, a zo diskennidi eus ar stlejviled sinapsid. E-diabarzh strollad al loened ar reer "stlejviled" anezho e kaver lod, evel ar c'hrokodiled, a zo tostoc'h d'an evned eget d'ar glazarded pe d'ar baoted, a-fet kerentiezh.

Remove ads

Rummatadur

4 urzhiad ha war-dro 8 000 spesad stlejviled zo :

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads