Run Tara

From Wikipedia, the free encyclopedia

Run Tara
Remove ads

Run Tara (Teamhair pe Cnoc na Teamhrach en iwerzhoneg [1]) zo ul lec'h sakr hag ur veredva nepell diouzh Scrín Cholm Cille e , en Iwerzhon. An hengoun a ra ag ar run-se al lec'h ma chome Rouaned Uhel Iwerzhon evel ma vez meneget e gwengeloù Iwerzhon. Tara zo leun a relegoù ha krugelloù bloaziet etre an neolitik hag oadvezh an houarn ; en o zouez eh eus ur grugell ("Krugell ar ouestlidi"), klozioù kelc'hiek, ur peulvan (gwelet evel al Lia Fáil pe "Maen an Tonkad"), hag ur vali lidel. Un iliz hag ur vered zo e krec'h ar run. Tara zo ul lodenn ag ul lec'h istorel ledanoc'h ha gwardet e vez evel ur savadur istorel gant an Oifig na nOibreacha Poiblí ("Ofis al labourioù publik"), meret gant gouarnamant Iwerzhon.

Thumb
Al Lia Fáil pe "Maen an Tonkad" e krec'h Run Tara
Remove ads

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads