Sac'h
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur sac'h zo un endalc'her hebleg.


Perzhioù
Skañvoc'h eo ar seier eget ar paneroù peurvuiañ, breskoc'h ivez, ha n'haller ket lakaat traoù ken ponner e-barzh.
Met a bep seurt seier zo, hervez an danvez anezho hag ar pezh a lakaer enno : seier paper zo da lakaat simant, ha 35 kg a ya e-barzh sac'hadoù simant ordinal.
Seurtoù

- ar sac'h-beaj, skañvoc'h eget ar valizenn
- ar sac'h-binioù, pe binioù,
- ar sac'h-boued zo un anv roet d'ar stomog pe poull-kalon.
- sac'h-c'hwen, kunujennus taolet da loened zo, chas peurvuiañ
- ar sac'h-dorn, d'ar merc'hed da zougen o rikoù,
- ur sac'h-farz, d'ober farz kig ha farz e Leon
- ar sac'h jut, a servije da lakaat glaou, patatez
- ur sac'h-kafe, d'ober kafe, en oadvezh ragistorel ma ne oa ket a sil-kafe nag a baper-sil
- ar sac'h-kein
- ar sac'h-kousket
- Ur sac'h-lastez, e plastik peurvuiañ,
- ar sac'h-min, da reiñ boued d'ar c'hezeg
- ur sac'h-nouenn zo ennañ peadra ar beleg katolik da nouenniñ an dud war o zremenvan.
- ar sac'h paper, a bep ment, re vihan da lakaat frouezh er stalioù, re vras da lakaat glaou-koad, plastr, simant
- ar sac'h plastik, gwalenn ar bed.
hag ivez
- ar sac'hadig te
- ar sac'higell, sac'h bihan da lakaat traoù a bep seurt, kreionoù da skouer.
Remove ads
Kunujennoù ha mallozhioù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
