Selene

doueez al Loar e mojennoù Hellaz kozh From Wikipedia, the free encyclopedia

Selene
Remove ads

Selene (henc'hresianeg : Σελήνη [selɛ̌ːnɛː], "loar") a oa doueez al Loar ha dreist-holl doueez al loargann e mojennoù Henc'hres, ha merc'h d'an Ditaned Hyperion ha Theia. Luna e oa hec'h anv e latin gant ar Romaned.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Anv er yezh a orin ...
Thumb
Selênê, Hesperos, Fosforos (Mirdi al Louvre, Pariz).

Deskrivet e veze evel ur vaouez koant, gwenn lufrus he liv, gwisket gant ur sae wenn pe arc'hantet he liv, ur c'hresk-loar war he fenn.

Kemeret e voe he lec'h gant Artemis, ha lec'h Luna gant Diana. En dastumad anavet evel Kanoù Homerek, ez eus ur c'han da Selene (XXXII), kevret gant ar c'han da Helios, an Heol.

Merc'h an Titan Hyperion ha Theia e oa, ha c'hoar Helios hag Eos (tarzh-an-deiz).
Eil ezel an driadenn eo Luna gant Artemis (loargresk) ha Hekate (loar nevez).

Remove ads

Anvioù deveret

  • Komzet e vez eus selenouriezh, hag a zo douarouriezh al Loar.
  • Un elfenn gimiek zo anvet seleniom, diwar anv Selene.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads