Loar

From Wikipedia, the free encyclopedia

Loar
Remove ads

Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar[1]. Pempvet brasañ loarenn koskoriad an Heol eo, hag an eil douesañ goude Io, ul loarenn eus Yaou[2]. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo da dre ha lañv ar morioù.[3]

Fedoù berr-ha-berr Doareennoù he c'helc'htro, Doareennoù fizik ...

384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. He reveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nag aergelc'h, nag hidrosferenn, na maez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654 g).

Evel eil korf-egor goude an Heol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek he arvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.

Remove ads

Kelc'htro

Neuzioù al Loar

Thumb
Ul loariad

Loariad a vez graet eus ar prantad amzer ma ra al Loar tro an Douar (29.5 devezh). Neuzioù disheñvel a weler e-pad an amzer-se :

  • al loar nevez : pa ne vez ket gwelet. Ne vez ket gwelet e-pad an noz, treiñ kein a ra ouzh an Douar ha beuzet eo e sklêrijenn an Heol.
  • kresk-loar : prantad etre al loar nevez hag ar c'hann ma kresk dremm al loar bemdez.
  • al loargann, pe loargant, pe kann al loar : pa vez ront (troet eo he zu sklêrijennet gant an Heol war-du an Douar).
  • digresk-loar : prantad etre ar c'hann hag al loar nevez ma tigresk dremm al loar bemdez.

Gwechall e veze kredet he doa al loar galloud da dreiñ spered an dud: hiziv e ouzer e c'hall kaout levezon war speredoù zo(Daveoù a vank).

Remove ads

Studi hag ergerzh al Loar

Thumb
Skeudenn Buzz Aldrin war leur al Loar e 1969.

Studiet eo al Loar gant ar program soviedel Luna hag an hini stadunanat Apollo. Nijal a ra a-us dezhi al loarell Luna 2 e 1959. Kerzhout a ra an astraerien Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war he leur e 1969. Studiet hag anavezet gwelloc'h eo geologiezh an adplanedenn. Er bloavezhioù 1990 eo dizoloet gant an NASA ez eus dour war al Loar e stumm skorn. Kaset eo adalek fin ar bloavezhioù 1990 sonterezioù egor gant Sina, Japan hag India.

E miz C'hwevrer 2024 ez eus bet kaset ur sonderez nevez gant an embregerezh amerikan Intuitive Machines. Kaset eo bet ar sonderez Odysseus gant ar pal kas astraerien all e 2026 gant an NASA[4].

Al Loar en arzoù

Lennegezh

Barzhoniezh
  • L'Imitation de Notre-Dame de la Lune, barzhonegoù gant Jules Laforgue (1886)
  • Luna de Feria, barzhoneg gant Federico García Lorca. Un dornad mat a bezhioù zo bet skrivet gantañ diwar-benn al loar.
Romantoù ha danevelloù
  • Histoire comique des États et Empires de la Lune, gant Cyrano de Bergerac. Romant (1650) ; bet troet e-giz Istor fentus Stadoù hag Impalaerezhioù al Loar gant Mich Beyer, An Alarc'h embannadurioù, 2017.
  • Voyage dans la lune (1657), Cyrano de Bergerac.
  • The Man in the Moone (1638), gant Francis Godwin.
  • A Voyage to the Moon (1793) gant Aratus (anv-pluenn ur skrivagner saoz, ha neket ar Gresian heñvelanvet)
  • The Conquest of the Moon (1809) gant Washington Irving.
  • A Flight to the Moon (1813) gant George Fowler.
  • A Voyage to the Moon (1827) gant George Tucker.
  • Recollections of Six Days' Journey in the Moon. By An Aerio-Nautical Man (1844). Embannet er Southern Literary Messenger.
  • De la Terre à la Lune, (1865) ha Autour de la Lune (1870) gant Jules Verne.
  • The Moon and Six pence, gant Somerset Maugham.
  • The Moon is a harsh Mistress, gant Robert Heinlein.
  • Blood on the Moon, ur romant gant James Ellroy e 1984.
  • Chien-de-la-lune, ur romant skiant-faltazi gant Erik L'Homme.
Bannoù-treset
  • War-zu al Loar (1953) ha Kammedoù kentañ war al Loar (1954) gant Hergé

Filmoù

Sonerezh

Sonerezh klasel
Sonerezh poblek
Remove ads

Levrlennadur

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 47-49.

Pennadoù kar

Notennoù

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads