Senario
labour dre skrid gant senarioourien evit ur film, un abadenn skinwel, ur c'hoari video From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur senario (eus an italianeg: scenario), pe skript (eus ar saozneg: script), zo ul labour dre skrid savet evit ur film, un abadenn skinwel, pe ur c'hoari video gant senarioourien. Ar senariooù a c'hell bezañ labourioù o-unan pe azasadurioù eus oberennoù a oa dija dre skrid. Ur senario a zo un doare danevelladur lec'h ma vez diskrivet ar fiñvoù, an obererezhioù, ar c'homzoù eus an tudennoù en un doare arbennikaet. Ouzhpenn-se e c'heller kaout titouroù a-zivout an doare da filmañ ul leurenn, gant titouroù a-zivout ar gouloù a vez ezhomm hag ar c'hemmoù el leurennoù.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads