C (lizherenn)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ul lizherenn eo C, c.
Urzh
Trede lizherenn al lizherenneg latin eo, ha naontekvet lizherenn al lizherenneg kirillek eo ivez hervez urzh al lizherenneg rusek.
Distagadur
El lizherenneg fonetik etrebroadel e talvez [c] kement hag ur gensonenn staon dre serriñ divouezh.
Kemm a ra talvoudegezh al lizherenn skrivet hervez ar yezhoù:
- distaget e vez /k/:
- e kembraeg atav
- er skrivadurioù "ca, co, cu" e galleg, spagnoleg ha portugaleg;
- er skrivadurioù "ca, co, cu" e saozneg;
- distaget e vez /s/:
- e ruseg atav;
- dirak i hag e (ce, ci) e galleg, spagnoleg ha portugaleg;
- dirak i hag e (ce, ci) e saozneg (gant nemedennoù evel Celt, celtic, soccer... avat);
- distaget e vez /tch/:
- (ce, ci), en italianeg;
- distaget e vez /ts/:
- distaget e vez /dj/;
Remove ads
E brezhoneg
Trede lizherenn al lizherenneg vrezhonek eo e deroù 11 ger e Geriadur brezhoneg An Here, ha 7 anezho zo arouezioù kimiek[1]. Implijet e vez e brezhoneg evit skrivañ ar son [k], evel e-barzh corrida, pe e gerioù all amprestet gant ar brezhoneg digant yezhoù all.
En ur ger bennak e vez lennet al lizherenn C evel ma vez graet e galleg dirak e hag i, da lavaret eo [s], evel e-barzh CD-ROM[2], pe hacienda[3].
Kelenn
Tud zo a gav ne dleje ket bezañ kelennet er c'hentañ derez dre ma n'emañ ket el lizherenneg ar brezhoneg.
E gwirionez emañ al lizherenn c e div oberenn ha ne vezont ket implijet gant skolidi ar c'hentañ derez:
Lizherennoù all
- ç e galleg ha portugaleg, distaget [s]
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek sigma loarel.
Arouezioù all
Notennoù
Pennadoù kar
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads




