Servel
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Servel (distaget: [ˈzerwɛl] er vro) a zo ur gumun gozh a Vreizh. Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ. Belleger a zo ur c'harter anezhi.
Douaroniezh
- War lez hanternoz al Leger emañ Servel, etre Trebeurden, Pleuveur-Bodoù, Sant-Ke-Perroz, Lannuon.
Anv
B. Tanguy : Selvel, 1330; eccl. de Selguel, c. 1330; Selvel, fin XIVvet; 1461; Selguel, Selvel, 1466; Servel, 1543; brezhoneg : Serwel[1] E. Vallerie : Selvel, 1330; Selvel, 1516; Cerne, 1630; Serve, 1731; Servet, 1779[2]
Dezougen
- Un aerborzh zo, hag aerborzh Lannuon, pe Aerborzh Lannuon-Aod ar Vein Ruz, a vez graet anezhañ. Gwechall e veze lavaret Tachenn-nij Lannuon-Servel pa ne oa ket c'hoazh un aerborzh, ha pa ne oa ket c'hoazh stag Servel ouzh Lannuon.
- Divizet e voe, d'an 13 a viz C'hwevrer 2018, paouez gant al linenn Lannuon / Pariz.
Istor
Henamzer
- Kavet e vije bet tiez koshañ Breizh eno[3] hag a savje da -4800 vloaz a-raok JK, en neolitik koshañ.
Krennamzer
- Ur barrez en Eskopti Treger e oa; krouet e voe diwar ul lodenn eus parrez Pleuveur-Bodoù.
XVIIvet kantved
- 1631-1632: ar vosenn a reas he reuz e Servel.
Dispac'h Gall
- E 1790 e voe krouet kumun Servel.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 74 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,84 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bed
- Implijet e voe nijva Servel gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[5], bombezennet e veze alies gant ar Re Unanet; eno e voe fuzuilhet 22 zen ag ar Rezistañs gant an Alamaned e mizioù Even ha Gouhere 1944.
- Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- Drouklazhet e voe 41 rezistant hag ugent den nann-soudard etre Mae hag Eost 1944 e-tal an nijva gant ar Wehrmacht[7].
Lannuon
- E 1961 e voe staget kumun Servel ouzh kumun Lannuon.
Remove ads
Monumantoù ha traou heverk
- An iliz katolik, engouestloù brezhonek.
- Iliz katolik Sant Pêr, 1884-1886.
- Ar chapel.
- Chapel Sant Negoutan, dibenn ar XIVvet kantved, XVvet-XVIIIvet kantved.
- Feunteun ar Pemp Gouli.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
- Le Barzic a oa maer e 1837 ha Le Bricquir e 1860[10].
Tud
- Antoine Calloët de Kerbrat, penn alvokad e Kambr ar C'hontoù Breizh e 1624
- Gabriel Calloët de Kerbrat, penn alvokad eKambr ar C'hontoù Breizh e 1642
- Gabriel Calloet-Kerbrat, bet ganet e Kerbrat, gounezoniour ha skrivagner katolik breizhat er XVIIvet kantved.
- Per Bourdellez, ganet eno e karter Belleger.
- Juluen Sklison, beleg eno eus 1936 betek 1945.
Ardamezeg ar familhoù
| de Barac'h,
Aotrounez Kerzon |
En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306). Neuz all : en gul e deir sourin en aour. | |
| Calloët,
Aotrounez Kerbrat |
En aour e dreustell en glazur leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur
Sturienn ː Advise toi. | |
Remove ads
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Levrlennadur
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads