Shibasaburo Kitasato

From Wikipedia, the free encyclopedia

Shibasaburo Kitasato
Remove ads

Shibasaburō Kitasato (北里 柴三郎 Kitasato Shibasaburō?), ganet d'an 29 a viz Genver 1853 ha tremenet d'an 13 a viz Even 1931 a oa ur bakteriologour japanat stummet en Alamagn hag a implije hentenn Koch.

Thumb

Anavezet eo evel kendizoloer orin ar vosenn werblus e Hong Kong e 1894, tost war un dro gant Alexandre Yersin.

Buhez

Ganet e oa bet Kitasato e kêriadenn Okuni, e rannvro Higo, (hiziv prefetiezh Kumamoto, e Kyushu). Mont a reas war ar studi e skol vezegiezh Kumamoto hag e skol-veur imapalaerel Tokyo.

Studiañ a reas dindan an doktor Robert Koch en Alamagn etre 1885 to 1891.

Dizoloet eo bet Y. pestis e 1894 gant ur bakteriologour hag ur mezeg eus an ensavadur Pasteur, Alexandre Yersin, e-pad ur reuziad bosenn e Hong-Kong[1] Yersin a oa ezel eus skol Pasteur. Shibasaburo Kitasato a oa ivez o klask orin ar vosenn[2] d'ar c'houlz-se. Yersin an hini eo avat a zizoloas al liamm a oa etre ar vosenn ha Yersinia pestis. Anvet Pasteurella pestis da gentañ e oa bet badezet en-dro ar spesad bakteri e 1967.

Remove ads

Notennoù

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads