Silvidigezh

stad a vezañ salvet pe gwarezet diouzh an droug pe ur stad fall From Wikipedia, the free encyclopedia

Silvidigezh
Remove ads

Ar silvidigezh (pe salvidigezh, salvedigezh) eo ar stad a vezañ salvet pe gwarezet diouzh an droug pe ur stad fall. Er relijion hag en doueoniezh e talvez ar silvidigezh dre vras ​​da zieubidigezh an ene diouzh ar pec'hed hag e heuliadoù.[1],[2] Anvet eo ar studi akademek war ar silvidigezh soteriologiezh.

Thumb
Trec'h an Iliz, hent ar silvidigezh, livet gant Andrea di Bonaiuto, XIVvet kantved

Ur gredenn eus an doueoniezh katolik eo ar purgator. Ur stad etre tremen eo goude ar marv korfel evit glanaat un ene a-raok mont e-barzh an Neñv.[3] En testennoù relijiel e vez kaoz eus an neñvoù pa veze kredet e vije meur a live neñv, pep hini gant un neuz dezhañ. En Henamzer e veze kaoz eus ar seiz neñv, ar re gentañ evit ar veteorennoù (heol, loar, koumoul, stered...) hag ar re all evit ar boudoù doueel.

Remove ads

Gwelet ivez

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads