Sked

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Sked zo anv ur gengevredigezh hag a vod kevredigezhioù sevenadurel breizhek kornad Brest. aparchant eo da seurtoù kreizennoù sevenadurel breizhek, a-wezhioù anvet "Tiez ar Vro" (staget anv ar bastell-vro ingal) a zo bet staliet e meur a c'hêr e Breizh gant skor ar strollegezhioù publik, en [[tolpad-kêrioù]tolpadoù-kêrioù]] m'emaint.

Sezioù

E 1994 eo bet divizet gant ar c'hevarzhe "Kanevedenn" feurmiñ ul lec'h aamblez evit sevel "Ti ar brezhoneg hag ar c'hevredigezhioù breizek e Brest". Al lec'h boutin a voe ur stal-kenwerzh kozh, 18 straed Duguay-Trouin[1].
Deskrivet e oa al lec'h, dezhañ 400 metrad karrez a c'horread, war daou live ha div sal war rez an douar ha reoù all dindan. Termenet e oa al lec'h evel digor bemdez "d'an holl dud o deus c'hoant da gaout titouroù diwar-benn yezh ha sevendur Breizh. Ul lec'h evit kejñ gant brezhonegerien all pe gant tud a zo tomm o c'halon ouz sevenadur Breizh… digor da izili ar c'hevredigezhioù a zo bodet e-barzh Sked. Plas a vo kavet e-barzh evit lbourat : salioù evit emvodoù pe evit kentelioù (brezhoneg hag all), ur sekretouriezh gant ar biñvioù ret. Plas a vo avet ivez evit e em ziduiñ : predoù, prezegennoù, gweled filmoù, selaou sonerezh, gweled pezhioù-c'hoari bihan…".

Remove ads

Liamm diavaezr

Pennadoù nes

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads