Skej
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar skej[1], pe ar virgulenn (eus al latin virgulă[2]), a zo un arouezenn boentaouiñ — , — hag a dalv da verkañ un ehanig dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.
Lizherennerezh
- a-raok ar skej : esaouenn ebet,
- war-lerc'h ar skej : un esaouenn,
- frazenn skouer :
"Deut on er bed,[esaouenn]tudoù,[esaouenn]an dri warn-ugent a viz Ebrel er bloavezh 1885,[esaouenn]en ti melen bourc'h Priel,[esaouenn]damdost da Landreger." (Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, Al Liamm, 1975 p. 7).
Talvezout a ra da skrivañ an niveroù degel[3] ivez hag ar wech-mañ ne vo esaouenn ebet.
Remove ads
El lennegezh vrezhonek
Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].
Remove ads
Arouezennoù poentaouiñ all
- daouaskoù,
- daoubik,
- gourskej (pik-skej, pik-virgulenn),
- klochedigoù,
- krommelloù,
- pik,
- pik-estlammiñ (pik-estlamm),
- pik-goulenn,
- pikoù-arsav,
- virgulenn-grec'h.
Liamm diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads