Smith & Wesson Model 10

From Wikipedia, the free encyclopedia

Smith & Wesson Model 10
Remove ads

Ar Smith & Wesson Model 10, anvet da gentañ Smith & Wesson .38 Hand Ejector Model of 1899, ha bet anvet ivez Smith & Wesson Military & Police pe Smith & Wesson Victory Model hervez ar mare, zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .38, dezhañ ur blatinenn daou-ober, produet gant an embregerezh amerikan Smith & Wesson abaoe 1899. Savet eo tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk. Unan eus revolverioù gwerzhetañ an XXvet kantved eo, ha war-dro 6 milion a skouerennoù anezhañ zo bet produet[1].

Fedoù berr-ha-berr Smith & Wesson Model 10, Kinnig ...
Remove ads

Istor

Urzhiet e voe da gentañ dindan an anv Smith & Wesson .38 Hand Ejector Model of 1899 gant an arme stadunanat e 1899. Kambret e oa ar stumm kentañ-mañ e .38 Long Colt[1]. Betek-neuze e veze produet revolverioù dezhe ur ganol da wintañ gant Smith & Wesson, met abalamour da gresk galloud ar munisionoù e rankas an embregerezh sevel armoù dezhe un daboulin hag a winte war ar c'hostez[2]. Goude klemmoù a-berzh ar soudarded e voe kinniget buan gant ar merk ur stumm galloudusoc'h kambret e .38 Special[1]. Hemañ eo bet an hini implijetañ e istor ar Model 10.

E 1905 e voe adanvet ar revolver Smith & Wesson M&P (evit Military & Police). Servijout a reas kalz e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ha poblek e teuas da vezañ e-touez ar boliserien goude ar brezel. Da vare an Eil Brezel-bed e voe pourveziet ouzhpenn 590.000 skouerenn eus an arm, anvet neuze Victory Model, d'ar gevredidi. E 1957 e choazas Smith & Wesson reiñ niveroù d'o armoù, ha Model 10 e voe adanvet ar revolver. Poblek-tre e voe an arm e polisoù ar bed betek dibenn an XXvet kantved ha donedigezh ar pistolennoù damaotomatek. Meur a gemmoù bihan a voe degaset d'an arm a-hed ar c'hantved, met chom a reas heñvel dre vras. Paouez a reas e broduiñ e 2010 a-raok adkregiñ e 2012, betek hiziv[3].

Remove ads

Liammoù diavaez

  • (en) Ar Model 10 war lec'hienn Smith & Wesson

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads