Speied
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Speied a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Karaez-Plougêr, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Kreiz Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Gouel ar Brezhoneg
- Meur a wezh e voe graet Gouel ar Brezhoneg e Speied.
Ya d'ar Brezhoneg
- D'an 20 a viz Meurzh 2007 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Istor
Henamzer
XVIIvet kantved
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- trubuilhoù a voe er barrez d'ar 7 ha d'an 11 a viz Gouere 1675[4];
- un digoll a 5 000 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[5];
- nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Speied, Le Flamand, Jean Grail, Guillaume Morvan ha Hervé Claudic, miliner, goude an emsavadeg[6].
Dispac'h gall
- D'ur sulvezh a viz Gwengolo 1789 e voe taget maner Boisgarin gant kouerion Speied; eno edo an intron de Roquefeuil o vevañ. Dezhi oa a leve hogozik holl douaroù parrez Speied hag ar parrezioù tro-war-dro. Ar paperioù, skrivet warne he gwirioù, o doa c'hoant da gaout. Staget e voe-hi ouzh ur gordenn ha diskennet e-barzh ar puñs. Nac'h a rae o reiñ. Tost hanter veuzet ec'h asantas reiñ alc'hwez an armel a-benn ar fin. Neuze e voe tennet ag ar puñs. Devet e voe an holl baperioù dirazi er porzhdir, hag an dud a zañse hag a gane en-dro d'an tan[7].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas 33 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].
- Monumant ar re fuzuilhet e Roz ar C'had.
- 10 gwaz a Speied hag a gemere perzh ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Roz ar C'had (Lannejenn) d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al lu alaman a oa he sez er Faoued[11].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Lazhet e voe un isofisour eus ar gumun d’an 12 a viz Genver 1947 e Lan Thoum el Laos[12].
Brezel Aljeria
- Lazhet e voe ur soudard eus ar gumun d’ar 17 a viz Mae 1959 e Bordj Bou Arreridj (departamant Setif)[13].
Monumantoù ha traoù heverk
- Ar maner.
- An iliz katolik hag ar garnel.
- An iliz katolik.
- Ar chapel.
- Gwerenn-livet eus ar XVIvet kantved e Chapel ar C'hrann
- Maner Boisgarin.
- Iliz katolik Sant Pêr.
- Ar garnel.
- Chapel Itron-Varia ar C'hrann.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[14],[15].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
Tud
Kelc'h keltiek
- Brug ar Menez.
Gouelioù
- Gouel ar Menezioù Du.
- Pardon ar C'hrann.
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads