Stevell

From Wikipedia, the free encyclopedia

Stevell
Remove ads

Ur stevell[1] (anvet ivez tog-pich) a zo anezhañ ur gouin graet gant latex peurliesañ hag a vez lakaet war-c'horre ar c'halc'h evit ar baotred pe e diabarzh ar forzh evit ar maouezed. Savet eo bet ar ger diwar stev/steviañ a dalvez kement ha stouv/stouvañ ; daoust d'an div familh gerioù bezañ tost e-keñver an neuz hag ar ster, a orin disheñvel int[2].

Thumb
Ur stevell evit ar wazed, e lateks.
Thumb
Ur stevell evit ar merc'hed, e poliuretan, ur walenn e pep penn.

Talvezout a ra ar stevell da vevenn fizikel a-benn mirout ouzh ar sper da frouezhusaat ar vi. Implijet e vez ar stevelloù ivez evit chom hep tapout meur a gleñved dre zarempredoù rev (SDR).

Doare-implij

Thumb
Penaos lakaat ur stevell
Thumb
Mont en-dro ur stevell evit ar maouezed

Ret eo goût eo ral-tre kaout kudennoù gant ur stevell (toullañ pe ruzañ kuit) pa vezont implijet mat.

  1. Arabat implijout stevelloù aet kozh (sellit atav ouzh an deiziad war ar pakad pe war ar voest).
  2. Implijet ur stevell ur wech nemetken. Arabat adimplijout ur stevell.
  3. Diwallit, pa zigorit ar pakad, rak diregiñ ar stevell.
  4. Lakait ar stevell war penn ar c'halch ha diruilhet anezhi en ur skarzhañ an aer diouzh penn ar stevell dre he fiñsat etre ar bizied.
  5. Ret eo sachañ ar c'halc'h er-maez diouzhtu goude strinkañ hag a-raok ma teufe gwak en-dro en ur diwall ne redfe kuit ar sper.
  6. Grit ur skoulm er stevell ha laka anezhi er pod-lastez (arabat lakaat anezhi er privezioù).

Gant relijionoù zo, evel da skouer Iliz Katolik, e vez difennet ouzh an dud a gred enne implijout stevelloù.

Hervez ur studiadenn bet kaset da-benn e 2001study, implijout stevelloù a zo talvoudus-tre evit bihanaat ar riskl da dapout ur c'hleñved dre zarempredoù rev (SDR), da skouer:

Remove ads

Liammoù diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads