Strollad eus an daolenn beriodek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur bann e taolenn drovezhiek an elfennoù[Y 1] eo ar pezh a anver ur strollad e kimiezh ; ur familh a lavarer ivez.
Triwec'h strollad zo, pep strollad o tiskouez an elfennoù eo damheñvel perzhioù fizikel pe gimiek gwiskad elektronek pellañ o atomoù — da lavaret eo o c'harg-kreiz, pa ouzer e vez termenet an darn vrasañ eus perzhioù kimiek un elfenn gant kelc'h-tro an elektron a zo ar pellañ eus nukleüs an atom.

Taolenn drovezhiek an elfennoù
Ar strolladoù eo ar bannoù.
Ar strolladoù eo ar bannoù.
Remove ads
Niverenniñ ar bannoù
Tri doare zo da niverenniñ ar bannoù.
- Reizhiad CAS (Chemical Abstract Service) [1]
- Ur meskaj etre sifroù roman ha lizerennoù latin eo ar reizhiad CAS.
- Reizhiad IUPAC (International Union of Pure and Applied Chemistry) kozh[2]
- Heñvel ouzh ar reizhiad CAS da geñver ar sifroù roman eo ar reizhiad IUPAC kozh a veze implijet e Stadoù-Unanet Amerika, met disheñvel eo implij al lizherennoù A ha B : evit rann dehoù an daolenn e oa A, evit ar rann gleiz e oa B.
- Reizhiad IUPAC nevez
- Adal 1988 e tivizas an IUPAC ober gant sifroù arabek hepken,[3] hag e 1990 e voe ar reizhiad nevez embannet en Nomenclature of Inorganic Chemistry[4].
Remove ads
Ar strolladoù
Setu amañ strolladoù taolenn vareadek an elfennoù hervez ar reizhiad IUPAC nevez.
- N'eus bet roet niverenn strollad ebet d'al Lantanidoù ha d'an Aktinidoù.
Remove ads
Notennoù yezh
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh p. 56, Preder, Plomelin, 2008 (ISBN 978-2-901383-69-7) Preder
- Metaloù ardreuzat : elfennoù a gaver en trovezhioù 4 betek 7 hag ar strolladoù 3 betek 12 e taolenn vareadek an elfennoù, war-bouez 71Lu Lutesiom a zo ul lantanid ha 103Lr Lawrensiom a zo un aktinid
Notennoù
Levrlennadur
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads