Republik Sina
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Republik Sina (e sinaeg 中華民國/中华民国 Zhōnghuá Mínguó) eo anv ofisiel ar Stad a zo en he dalc'h Enez Taiwan hag 167 enezenn all. Taiwan (e sinaeg hengounel 臺灣 ; e sinaeg eeunaet 台湾 ; e pinyin Táiwān) a vez graet anezhi alies ivez. Gant ar memes ment ha Breizh (36,197 km²) met ur boblañs tost 5 gwech brasoc'h (23,5 milion a dud e 2022) he deus Taiwan unan eus ekonomiezhioù kreñvañ ar bed. Ur renad demokratel daoustrolladek eo, ha seizh yezh zo anavezet en ur mod ofisiel. Ur Stad dizalc'h hag emveliek eo, met n'eo ket anavezet gant Republik Pobl Sina, he amezeg bras, ha n'eo ket dileuriet ken en Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1971.
Er bloaz 1947 e oa en em dennet renerien Republik Sina (1912-1949) da Daiwan o tec’hel kuit rak an armeadoù komunour a yeas an trec’h ganto war ar c'hevandir betek ma voe disklêriet Republik pobl Sina e 1949. Hiziv hon deiz n'eo ket anavezet Republik Sina gant Sina poblek hag a wel anezhi evel he frede proviñs war-ugent.
Remove ads
Poblañs
23 245 018 a dud a oa o chom er vro e 2012, hag istimet eo da vezañ tizhet 23,894,394 a dud d'ar 1añ a viz Gouere 2022[1].
Hervez ar gouarnamant eo 95% eus ar boblañs eus ar genel Han, ha 2,4% a zo aostronesian.
Sport
Ar baseball hag ar basket-ball zo an daou sport pennañ er vro. E baseball e oa renket skipailh broadel ar baotred ha skipailh broadel ar merc'hed niverenn 2 e renkadur etrebroadel an WBSC miz Kerzu 2021.
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

