The Doom Generation

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

The Doom Generation a zo ur film bet sevenet gant Gregg Araki. Deuet eo er-maez e 1995 hag ennañ e c'hoari Rose McGowan, James Duval ha Johnathon Schaech. Eil lodenn un deiroberenn anvet the Teenage Apocalypse Trilogy eo. En e raok emañ Totally Fucked Up ha war e lerc'h Nowhere. Film kentañ Araki ma kont troioù-kaer arallreizhidi eo, sed perak e c'haller lenn "A Heterosexual Movie by Gregg Araki" e penn-kentañ ar film. Ouzhpenn an tri aktor pennañ e c'haller gwelout tud brudet evel Parker Posey, Heidi Fleiss, Christopher Knight, Margaret Cho, Perry Farrell, Amanda Bearse ha Nicky Katt er film. Stank eo implij ar sifr 666 er film.

Muioc'h a ditouroù Filmdata, Pare ...
Remove ads

Istor

Daou grennard, Jordan White (Duval) hag Amy Blue (McGowan) a gej ouzh Xavier Red (Schaech) goude kuitaat un davarn. Chom a reont a-sav en ur stal ha dre zegouezh e lazh X perc'henn ar stal. Divizout a ra neuze an tri haroz mont da guzhat en ur motel. E-keit ha m'o deus Jordan hag Amy un darempred-korf er sal-dour e sell X ouzh ar c'heleier er skinwel ma tesk he deus gwreg perc'henn ar stal lazhet he bugel a-raok en em lazhañ. Beajiñ a ra an triad er Stadoù-Unanet, ha tostoc'h-tostañ en em sant an daou baotr. War o lerc'h e red a bep seurt tud : re' zo a lavar int mignoned da Amy re all a zroukvesk anezhi gant merc'hedall. E dibenn ar film ez eo taget an triad gant ur strollad yaouankizoù neveznazi.

Remove ads

Degemer

A bept seurt a voe pa zeuas The Doom Generation er-maez. Peurliesañ e voe keñveriet gant Natural Born Killers. E lec'hienn Rotten Tomatoes e tap ar film 50% a alioù mat[2] Roger Ebert ne roas steredenn ebet d'ar film.[3].

Notennoù

Liamm diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads