The Terminator

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

The Terminator a zo ur film skiant-faltazi ha birvidik stadunanat bet sevenet gant James Cameron e 1984. A-drugarez d'ar film-se e voe brudet da vat an aktor Arnold Schwarzenegger. Ar senario a zo bet skrivet gant Cameron ha Gale Anne Hurd ha produet eo bet ar film gant Hurd. Arnold Schwarzenegger a c'hoari an Terminator, ur cyborg lazher kaset en amzer dremenet eus 2029 da 1984 a-benn lazhañ Sarah Connor (Linda Hamilton), hag a zo da vezañ mamm John Connor hag a vo penn ar Rezistañs denel en dazont a-enep Skynet, un naouegezh artifisiel, en un dazont goude Apokalips. Kyle Reese (Michael Biehn) a zo ur soudard eus ar Rezistañskaset en amzer dremenet a-benn gwareziñ Sarah. Ar senario a zo embannet da vezañ bet skrivet gant Cameron hag Hurd, met kenskrivet ivez gant William Wisher Jr. hag a zo bet ouzhpennet evel "komzoù ouzhpenn".

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Titl ...


Remove ads

Synopsis

Los Angeles, 2029 : peuristrujet eo kêr. Dindan beli robotoù bet krouet gant an urzhiataer Skynet emañ ar bed, goude ur brezel nukleel hag ar Judgment Day (Ar Varn ziwezhañ"). Un nebeud tud a glask stourm a-enep da se, met diaes e vo dezho bezañ trec'h.

Los Angeles, 1984 : a-drugarez d'un arnev tredanwarellek e teu un den kevrinus war an douar, an Terminator. Ur robot un neuz denel dezhañ eo. O tont eus an dazont emañ, evit kas e gefridi da benn : lazhañ ur plac'h anvet Sarah Connor. Perzh ar plac'h-se a vo bras-tre en dazont, rak mamm an den a vo e penn an emsavadeg a-enep d'ar robotoù e vo-hi. Kyle Reese a zeu ivez eus an dazont, e bal eo gwareziñ ar plac'h-se, ar pezh a vo gwall ziaes rak kreñv-kenañ eo Terminator.

Remove ads

Levezonoù

  • Dodenn ur robot o tont eus an dazont a gaver er rummad romantoù skiant-faltazi Berserker gant Fred Saberhagen adalek 1963 betek 1979.
  • Cyborg 2087, ur film bet sevenet e 1966 gant Franklin Adreon, a zo damheñvel.
  • Neuz Terminator - hanter zen ha hanter robot - a c'hallfe dont eus an dudenn comic-book anvet Deathlock, rak gwall varrek war dachenn ar c'homics eo James Cameron.

Perzhioù teknik ar film

  • Titl orin : The Terminator
  • Filmaozañ : James Cameron
  • Senario : James Cameron, Gale Anne Hurd ha Harlan Ellison
  • Produiñ : Gale Anne Hurd, John Daly, Derek Gibson
  • Embregerezh produiñ : Hemdale Film Corporation, Pacific Western, Euro Film Funding ha Cinema 84
  • Skignañ : Orion Pictures Corporation
  • Sonerezh : Brad Fiedel
  • Rener arzoù : George Costello
  • Dilhad : Hilary Wright
  • Krouiñ Terminator : Stan Winston
  • Efedoù ispisial : Roger George ha Frank DeMarco
  • Embregerezh efedoù ispisial : Fantasy II Film Effects
  • Luc'hskeudenniñ : Adam Greenberg
  • Son : Richard Lightstone
  • Frammañ : Mark Goldblatt
  • Budged : 6 400 000 $
  • Broorin : SUA ha Rouantelezh-Unanet
  • Stumm : Liv- 1,85:1 - 35 mm
  • Seurt : skiant-faltazi, thriller
  • Padelezh : 1 eurvezh 46
  • Deuet er-maez :
    • SUA : 26 a viz Here 1984
    • Rouantelezh-Unanet : 11 a viz Genver 1985, hag en-dro d'ar 16 a viz Meurzh 2001
    • Frañs : 24 a viz Ebrel 1985
  • Difennet dindan 12 vloaz

Aktourien

  • Bess Motta : Ginger Ventura
  • Earl Boen : Dr. Peter Silberman
  • Rick Rossovich : Matt Buchanan
  • Dick Miller : paotr an ti-gouestlañ
  • Shawn Schepps : Nancy
  • Bruce M. Kerner : sarjant ar burev polis
  • Franco Columbu : Terminator da zont
  • Bill Paxton : penn ar bunked
  • Brad Rearden : ur punk
  • Brian Thompson : ur punk
Remove ads

Saga Terminator

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads