Robot
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur robot zo un ardivink speredek a c'hall seveniñ labourioù e-unan, pe o vezañ renet. Da gustum, ur robot zo un ardivink tredantreloc'hel renet gant un urzhiataer ha dre brogrammadur elektronek. Emren pe hanter-emren e c'hall ar robotoù bezañ, en o mesk daou seurt diazez : ar re a vez implijet gant an enklaskerien hag a labour en endro an dud, evel ASIMO ha TOPIO, hag ivez ar re o deus palioù resis ha dibar, evel an nanorobotoù pe ar robotoù hed; ha robotoù skoazeller a vez implijet d'ober pe da zilec'hiañ traoù pe da seveniñ labourioù dañjerus pe arabadus, evel robotoù an industriezh pe ar robotoù heloc'h pe ar robotoù mevel. Ur perzh boutin dezhe ivez zo e roont ar soñj, dre o neuz pe o fiñvoù, o deus ur mennozh pe ur pal dioute o-unan.


Remove ads
Orin ar ger
Dont a ra ar ger robot eus ar yezhoù slavek evel ar rusianeg, ar belaruseg, ar poloneg, pe c'hoazh an tchekeg. Talvezout a ra kement ha sklav pe labourer emroüs (da skouer labourer zo "robotnik" e poloneg, работник e rusianeg, работнік e belaruseg). Implijet e oa da gentañ gant ar skrivagner tchekat Karel Čapek en e bezh-c'hoari R. U. R. e 1920. C'hoariet e oa ar pezh-c'hoari-se evit ar wezh kentañ e 1921. Daoust ma vez sellet ouzh Karel Čapek evel an den en deus krouet ar ger, lavaret en deus e oa bet savet gant e veur Jozeb, livour ha skrivagner e gwirionez. Fellout a rae dezhañ da gentañ ober gant ar ger "labori" met kinniget e oa bet dezhañ ar ger "roboti" gant e e vreur Jozeb Ar ger "robota" a dalvez "labour", "aner" pe "trevell", "labour serv", ha dre skeudennlavar "labour diaes" e tchekeg hag e kalz yezhoù slavek. Ar "robota" a oa an aner a oa ar served da reiñ d'o aotroù, e-pad c'hwec'h mizvezh eus ar bloaz da gustum. Dont a ra ar ger eus ar slavoneg iliz kozh "rabota", servelezh, (pe labour e Bulgareg hag e rusianeg a vremañ), Dont a ra d'e dro eus ar wrizienn indezeuropek *orbh-. Lamet e oa ar servelezh e 1848 hepken e Bohemia, ha d'ar mare ma oa skrivet R.U.R. gant Čapek, e oa aet ster ar ger war ledanaat daoust ma veze komprenet e ster kentañ atav.
Lod a lâr e oa graet gant ar ger robot da gentañ er pezh-c'hoari berr Opilec gant Josef Čapek (ar mezvier), embannet en dastumad Lelio e 1917. Hervez kevredigezh ar breudeur Čapek e Praha, avat e vefe gaou. Ar ger emfiñver an hini a oa immplijet en Opilec.
E-skoaz « robotoù » Karel Čapek a oa tud organek kalvezel, amprestet e oa ar ger robot evit komz diwar-benn boudoù « mekanikel ». Ar ger android a c'hell talvezout an eil pe egile, hag ar ger siborg (« organeg sibernetek » pe « den bionek ») a ra anv eus ur c'hrouadur graet diwar lodennoù organek ha kalvezel.
Remove ads
teir lezenn ar roboteg
Savet e oa ar ger roboteg gant Isaac Asimov e 1942, en e levr Runaround. Skrivañ a ra ennañ « teir reolenn ar roboteg » a zeuio da vezañ diwezhatoc'h « teir lezenn ar roboteg ».
- 1. Ur robot n'hall ket ober droug d'un den pe, na dre c'houzañvusted, lezel un den e dañjer.
- 2. Ur robot a rank sentiñ da forzh petore urzh roet dezhañ gant un den, nemet pa'z afe al lezenn-se a-enep d'al lezenn gentañ.
- 3. Ur robot a rank en em wareziñ e-unan keit ha ma ne'z a ket ar gwarez-se kontrol d'al lezenn gentañ ha d'an eil lezenn.
Remove ads
Ar robotoù er sevenadur
Kalz oberennoù skiant-faltazi (levrioù, bannoù-treset, filmoù...) en deus ijinet robotoù a bep seurt. Da skouer, levrioù :
- Isaac Asimov : I, Robot, 1950 (ISBN 978-2-290-34248-0, ISBN 2-290-31290-8 et ISBN 2-277-13453-8)
- Philip K. Dick : Do Androids Dream of Electric Sheep?, 1976, awenet en deus ar film Blade Runner (ISBN 2-85184-066-5).
Er filmoù ez eus robotoù enebourien an dud (The Terminator), rorobtoù re speredek evit chom servijourien (2001: A Space Odyssey, Blade Runner), robotoù mat d'an dud evel ma'z eo R2-D2 ha C-3PO e Star Wars (1977) pe ar robotoù e I, Robot. Mennegomp ivez ar film klasel Metropolis (1927), Matrix, Wall-E, Transformers.
Er stiradoù e c'haller mennegiñ Replicator-ed Stargate SG-1, Cylon-ed Battlestar Galactica, hag all.
Er sevenadur manga ha c'hoarioù video e kaver kalz robotoù da skouer Astro, ar robot bihan, Dragon Ball Z, Medabots, Megaman, Sonic the hedgehog. Ar robotoù a zo e kreiz ar jeu er c'hoari video Horizon Zero Dawn.
Notennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
