Thüringen

From Wikipedia, the free encyclopedia

Thüringen
Remove ads

Stad dieub Thüringen (alamaneg : Freistaat Thüringen) a zo unan eus ar 16 Land a ya d'ober Alamagn. E-kreiz ar vro emañ, hag Erfurt eo ar gêr-benn. 16 200 km² eo gorread al Land, ha 2,3 milion a annezidi a zo ennañ.

Thumb
Ti-gar Erfurt
Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Remove ads

Douaroniezh

E-kreiz Alamagn emañ Stad dieub Thüringen : etre al Länder da-heul :Saks-Izel, Saks-Anhalt, Saks, Bavaria ha Hessen. Stank eo ar c'hoadeier en Thüringen, ul land lesanvet kalon c'hlas Alamagn. Ar c'hoadeier-se agver dreist-holl e gwalarn al land, en Thüringer Wald. E norzh ar c'hoad-se e kaver un uhelgompezenn. Er gwalarn ez eus ul lodenn eus ar menezioù Harz. Torosadurioù menezioù all a gaver en Thüringen : Rhön, Dün, Kyffhäuser ha Hainich. Lodenn reter Thüringen a zo un uhelgompezenn. Ar Saale, an Ilm, ar Werra, an Unstrut hag ar Weibe Blanc eo ar stêrioù a gaver en Thüringen.

Remove ads

Aozadur an tiriad

  • Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)


Thumb
Muioc'h a ditouroù Niv., Arondisamant ...
  • 6 kêr-arondisamant (kreisfreie Städte) Thüringen
Remove ads

Kêrioù

Kêrioù Thüringen
niv.kêrannezididistrig
31 a viz Kerzu 197031 a viz Kerzu 200030 a viz Even 2005
1.Erfurt192.679200.564202.590kêr dizalc'h
2.Gera106.841112.835104.737kêr dizalc'h
3.Jena85.16999.893102.201kêr dizalc'h
4.Weimar63.98562.42564.361kêr dizalc'h
5.Gotha57.25648.37647.045Gotha
6.Eisenach50.05944.44243.858kêr dizalc'h
7.Nordhausen42.01845.63343.781Nordhausen
8.Suhl28.17748.02543.202kêr dizalc'h
9.Altenburg47.49741.29038.203Altenburg
10.Mühlhausen46.13538.69537.480Unstrut-Hainich
11.Saalfeld31.04829.51128.148Saalfeld-Rudolstadt
12.Ilmenau19.63427.17626.713Ilm
13.Arnstadt27.36827.22025.828Ilm
14.Rudolstadt30.08727.52825.584Saalfeld-Rudolstadt
15.Apolda29.75425.89924.684Weimar
16.Greiz39.42426.17724.007Greiz
17.Sonneberg29.81124.83723.928Sonneberg
18.Sondershausen22.19523.08821.718Kyffhäuser
19.Meiningen24.87622.24021.642Schmalkalden-Meiningen
20.Sömmerda15.95921.97720.885Sömmerda

Istor

Ragistor

Roudoù pobladur e Thüringen a gaver ken abred hag e 350 000 kent JK. Korf-eskern un homo sapiens (200 000 kent JK) a zo bet kavet e-kichen Weimar.

Roud kentañ an anv Thüringen

Anv Thüringen a zeu eus hini an Dhüringed a veze o chom eno e-tro an eil kantved. Tapet e voe gant ar Franked e-tro ar VIvet kantved, hag ul landgraf (kontelezh) eus an Impalaeriezh santel roman german e voe azalek 1130.

Er Grennamzer

Gant marv Heinrich Raspe IV e 1247 ez eas familh konted Thüringen da netra. Goude ar brezel a hêrezh (1247-1264) e voe dizalc'h lodenn gornôg Thüringen dindan an anv Hessen. Ar peurrest eus Thüringen a voe perc'hennet gant konted Meissen, hag int eus familh Wettin. Dont a reas neuze da vezañ kreiz trede dukelezh Saks ha rouantelezh Saks. Pa voe rannet ar familh Wettin e daou skourr e 1485 e voe perc'hennet Thüringen gant an hini kentañ, ha tamm-ha-tamm e voe rannet e meur a stadig abalamour d'an hengoun sakson diazezet war rannañ an hêrezh hetre an hêred c'hourel. Graet e vez dukelezhioù sakson eus ar stadoù-se. Ar re bouezusañ a oa hini Saks-Weimar, Saks-Eisenach, Saks-Jena, Saks-Meiningen, Saks-Altenburg, Saks-Coburg ha Saks-Gotha.

An Disivoud

Da vare an Disivoud e teuas Thüringen da vezañ ur vro brotestant. E 1520 e voe diskaret ar gredenn gatolik : distrujet e voe ar manatioù ha skarzhet ar veleien. Dindan ren priñs-dilenner Mainz e oa distrig Eichsfeld ha katolik e chomas, evel kêr Erfurt ha tro-war-dro dezhi.

An XIXvet kantved

Thumb
Napoleonstein, monumant da zerc'hel soñj eus emgann Jena

Napoleon Iañ a adsavas an tiriad pa voe krouet kengevredad ar Roen e 1806. Kemmoù a voe degaset en-dro da vare Kendalc'h Vienna (1814-1815) pa voe krouet ar C'hengevredad german.

Thumb
Kastell Friedenstein

An XXvet kantved

E 1920 e voe kendeuzet ar stadoù-se en ur stad nemetken anvet Thüringen ha lakaet e voe Weimar da gêrbenn. Gant dileuridi Saks-Coburg e voe dibabet bezañ staget ouzh Bavaria. D'ar mare-se e oa dispac'hel an traoù e Thüringen. E miz Here 1923 e voe degemeret izili eus KPD e gouarnamant Thüringen. Fellout a rae dezho ma vefe aozet ur Republik kuzulioù, met ne badas ket ha flastret e voe gant an arme.

Thumb
Iliz-veur Erfurt

E 1937 e vo digoret kamp-bac'h Buchenwald e-kichen Weimar. Kalz distruj a voe e Thüringen e-pad an Eil Brezel-Bed, dreist-holl e Jena hag e Nordhausen, hag a voe bombezet kalz. An Amerikaned eo a voe ar re gentañ o tizhout Thüringen e miz Ebrel 1945, met azalek miz Gouere 1945 e voe aloubet gant an Arme Ruz. Ul lodenn eus Saks Prusia (Erfurt, Mühlhausen ha Nordhausen) a voe staget neuze ouzh Thüringen ha lakaet e voe Erfurt da gêrbenn. Dilennadegoù kentañ ar parlamant a voe azoet e 1946.

E 1949 e voe krouet DDR ha staget e voe Thüringen outi. Divodet e voe al Länder e 1952 hag aozet distrigoù (Bezirke) en o lec'h. Rannet e voe neuze Thüringen e tri distrig : hini Erfurt, hini Gera ha hini Suhl. Da vare ar Brezel yen e voe harzoù su Thüringen ul lodenn eus ar rideoz houarn, evel ma c'haller gwelout e Mirdi ar Voger e Mödlareuth. Adsavet e voe Land Thüringen e pa voe adunvanet Alamagn e 1990. E 1993 e voe votet ur vonreizh nevez ha dibabet an anv Freistaat Thüringen. Abaoe an adunvanidigezh ez eo bet CDU ar strollad politikel pennañ hag e izili o deus kemeret perzh en holl c'houarnamantoù : gouarnamantoù kenunaniezh (1990-1999) pe o-unan e penn an traoù abaoe 1999.

Galloud lezenniñ

Gant parlamant Thüringen eo e vez votet al lezennoù. Aozet e vez dilennadegoù bep pemp bloaz. 88 dileuriad a zo el Landtag.

Embregerezhioù pennañ Thüringen

Anv an embregerezhSkourr Niver a implijidiLec'h pennañ
Deutsche Post AGPost, ensavadur kred5000Erfurt, Nohra
Deutsche Bahn AGTransportoù dre hent-houarn4800Erfurt
Deutsche Telekom AGPellgehenterezh3300Erfurt
Helios Kliniken GmbHOspitalioù2900Erfurt, Gotha, Bleicherode
AOK ThüringenAssurañsoù2300Erfurt
MetroKenwerzh a-vunut hag a-vras2300
Rhön Klinikum AGOspitalioù2200Bad Berka, Hildburghausen, Meiningen
EDEKAKenwerzh a-vunut hag a-vras2100
Zeitungsgruppe Thüringen Verwaltungsgesellschaft mBHKelaouiñ1800
OpelSevel kirri1800Eisenach
Remove ads

Deskadurezh

Deskadurezh uhel

E Thüringen e kaver nav ensavadur a zeskadurezh uhel :

  • Skol-veur Friedrich Schiller e Jena
  • Skol-veur Erfurt
  • Skol-veur Bauhaus e Weimar
  • Skol-veur teknologiezh Ilmenau
  • Fachhochschule Jena, Erfurt, Schmalkalden ha Nordhausen
  • Skol-uhel sonerezh Franz Liszt e Weimar

Sevenadur

Thumb
Mirdi ar Bauhaus e Weimar

A-bouez ez eo Thüringen en Alamagn a-fet sevenadur. A-viskoazh eo bet brudet kêr Weimar a-fet sevenadur, hag eno eo e c'hanas al luskas lennegezh anvet "Weimarer Klassik" (e-tro 1786-1805), eno e voe krouet ar Bauhaus hag e Thüringen ivez e vo skrivet kentañ bonreizh Alamagn.

Tud vrudet

Tud a-bouez bras e sevenadur Europa a zo liammet ouzh Thüringen. Martin Luther a repuas e kastell Wartburg ma stagas gant treiñ an Testamant Nevez en alamaneg. Goethe a voe o chom eno e-pad ouzhpenn 50 vloaz, hag eno ivez eo e kejas ouzh ar barzh Friedrich Schiller.

A-bouez eo ivez Thüringen a-fet sonerezh klasel :Johann Sebastian Bach a voe ganet en Eisenach hag ul lodenn eus e vuhez a gasas e Thüringen. Alies e teuas Johannes Brahms da Meiningen, ma savas e bevare sinfonienn. Franz Liszt a labouras e Weimar ha Richard Wagner a zeuas alies da Eisenach ha da Weimar ma krouas Lohengrin.

War dachenn ar skiantoù e c'haller menegiñ ar fizikour Ernst Abbe, ar matematikour Friedrich Ludwig Gottlob Frege, ar mezeg Christoph Wilhelm Hufeland pe c'hoazh ar biologour Ernst Haeckel.

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads