Treforys

From Wikipedia, the free encyclopedia

Treforys
Remove ads

Treforys (Morriston e saozneg[1]), zo ur gêr hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Abertawe, e kontelezh kozh Morgannwg.

Thumb
Treforys

Savet e voe Treforys war-dro 1720 pa voe digoret labouradegoù kouevr ha staen eno gant ar baron John Morris (1745-1819). Roet e voe d'ar gêr nevez an anv "Morris Town", ar pezh a yeas da v-Morriston e saozneg hag a voe troet e Treforys e kembraeg. Oberiant e voe al labouradegoù-se betek 1980 pa voe serret al labouradeg diwezhañ.

E 2011 e oa poblet kumuniezh Treforys gant 16 928 a dud, ha 1 931 anezho (11,8%) a oa kembraegerien[2].

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads