Verkingetorix
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Verkingetorix (e latin Vercingetorix gant Julius Caesar pe Vergentorix gant Ploutarc'hos), ganet war-dro -80 e bro an Arverned, marvet d'ar 26 a viz Gwengolo -46 e Roma, a oa ur penn galian, mab Keltillos ha penn pobl an Arverned.

Kemer a reas ar galloud e 52 kent JK, pa savas un arme ha pa oa anvet da roue e Gergovia Verkingetoriks. Hemañ a oa mab da gCeltillos, penn arvern moarvat, a zeuas er galloud goude bezañ anvet ent ofisiel da benn an Arverned e 52 a-raok. J.-K. Diouzhtu-kaer e savas un emglev gant pobloù galian all, kemer a reas penn ar gourc'hemenn, kenstrollañ an holl nerzhioù ha kas anezho. Gounezet en deus emgann Gergovie a-enep da Julius Kaezar ma voe lazhet ur bern Romaned ha kevredidi ennañ. Diwar-se ez eas lejionoù roman Kaezar kuit eus Arvern (Auvergne bremañ). Sevel a reas buan ur c'hevredad gant meuriadoù all ha lakaet e voe e penn o armeoù kevredet[1] a renas e-kerzh brasañ emsavadeg Galia a-enep ar galloud roman.
Verkingetorix en em zaskoras d'ar Romaned goude e goll en Emgann Alesia e 52 kent J.-K., ha taolet e voe en un toull-bac'h e-pad pemp bloaz. E -46 e voe diskouezet e Roma e-pad trec'hlid Julius Caesar a-raok bezañ taget en e vac'h. Verkingetorix zo anavezet dreist-holl dre skridoù e enebour Caesar : Commentarii de Bello Gallico.
Verkingetorix zo unan eus ar c'hentañ renerien a zo deuet a-benn da unaniñ ul lodenn vras eus pobloù Galia, gant donezonoù war dachenn ar brezel, a-enep unan eus brasañ strategourien e amzer, Julius Caesar.
En amzer Napoleon III e voe enoret evel unan eus kentañ renerien ar vro da vare ar C'halianed. Pa veze eneberezh etre Bro-C'hall hag an Impalaeriezh alaman e teuas da vezañ un haroz broadel a roe skouer ar stourm evit an dizalc'hiezh. Etre 1870 ha 1950 e teuas da vezañ kentañ rener ar C'hallaoued hervez an istor ofisiel kelennet da rummadoù skolidi.
Remove ads
Istor
Goude bezañ bet anvet da c'houarnour ar proviñs roman Gallia Narbonensis (Provañs hiziv) e -58, e krogas Julius Caesar da aloubiñ Galia ha da sujañ meuriadoù ar C'halianed e-pad un nebeud bloavezhioù. Implijout a reas ar c'hostezennoù a oa e-touez ar vrientinien e Galia da rannañ anezhe, o reiñ un harp politikel ha profoù da lod, evel gwin. An esaeoù emsavadeg, evel hini Ambiorix e -54, n'o deveze bet harp nemet en un doare lec'hel betek-henn, mes Verkingetorix, a oa bet lakaet e dad, Keltillos, d'ar marv gant e genvroidi war-zigarez e oa o klask ren holl C'halia, a zeuas a-benn da unaniñ ar meuriadoù a-enep ar Romaned hag a implijas un doare brezeliñ nevez.

Remove ads
Impli an dudenn goude
Daoust da vezañ un dudenn istorel dister awalac'h (e keñver ar rouanez Boudika da skouer) eo bet lakaet e-barzh romant broadel Bro-C'hall, ha kinniget eo bet evel unan eus tudennoù pennañ istor Bro-C'hall.
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
