Vogalenn digor
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn digor (saoz.: open vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ ar gwellañ ouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù izel (saoz. low vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war izelaat.
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Kavet e vez ar vogalennoù-mañ en darn-vrasañ eus yezhoù ar bed.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn digor a-raok nann-ront: [a], d.s. bzhg.: paper
- vogalenn digor a-raok ront [ɶ][1], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")
- vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. saoz. father ("tad")
- vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. saoz. bother ("strafuilh")
War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn digor" eus n'eus forzh peseurt vogalenn digoroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù digor rik, vogalennoù peuzdigor ha vogalennoù damzigor.
Remove ads
Gwelit ivez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads