Will Self

From Wikipedia, the free encyclopedia

Will Self
Remove ads

Will Self (26 a viz Gwengolo 1961) zo ur skrivagner hag ur c'hazetenner saoz. Skoliataet eo bet en University College School, e Christ's College Finchley hag en Exeter College, en Oxford. Dimezet eo gant ar gazetennerez Deborah Orr. E Stockwell (Londrez) e vez o chom. Labouret en deus evit The Observer, The Independent, Prospect ha New Statesman.
Brudet mat e oa Will Self evel kazetenner, met treiñ a reas an traoù da fall e 1997. D'ar mare-se e oa o labourat evit The Observer hag e heulie kabal John Major. Will Self a brofitas eus karr-nij Major evit kemer heroin. Reuz-bras a savas ha skarzhet e voe eus The Observer.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Will Self e 2007
Remove ads

Skridoù

Ur skrivagner danevelloù moliac'h, fent du enno eo. Diazezet eo lod brasañ e skridoù e bedoù kenstur gant hon hini. Tem an drammoù ha hini ar reizhelezh a gaver stank en e oberennoù, a vez renket el luskad anvet "diarbenn sokial", ha keñveriet e vezont gant re Salman Rushdie, Doris Lessing, ha Martin Amis evit a sell ouzh ar re vodern, hag ivez gant skridoù Franz Kafka, Jonathan Swift, Lewis Carroll, J.G. Ballard pe c'hoazh William S. Burroughs.

Remove ads

Oberennoù

Romantoù ha danevelloù

  • The Quantity Theory of Insanity (1991)
  • Cock and Bull (1992)
  • My Idea of Fun (1993)
  • Grey Area (1994)
  • The Sweet Smell of Psychosis (1996)
  • The Great Apes (1997)
  • Tough, Tough Toys for Tough, Tough Boys (1998)
  • How the Dead Live (2000)
  • Dorian, an Imitation (2002)
  • Dr. Mukti and Other Tales of Woe (2004)
  • The Book of Dave (2006)

Dastumadegoù pennadoù kazetennerezh

  • Junk Mail (1996)
  • Sore Sites (2000)
  • Feeding Frenzy (2001)
Remove ads

Prizioù

  • 1998: Priz Aga Khan evit Tough Tough Toys for Tough Tough Boys
  • 1991: Priz Geoffrey Faber Memorial evit The Quantity Theory of Insanity

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads