houarn

From Wiktionary, the free dictionary

Remove ads

Etimologiezh

(1499)[1] Eus ar c'hrennvrezhoneg houarn[2], a zeu d'e dro eus an henvrezhoneg hoiarn[3], da geñveriañ gant ar c'herneveureg hoern, ar c'hembraeg haearn, an heniwerzhoneg iarn, an iwerzhoneg iarann, ar skoseg iarunn, memes ster, hag ar galianeg *isarnon e-barzh Isarno-dorī « an Dorioù houarn » hag anvioù-lec'h all. Dont a rafent holl eus ur ger keltiek *eis-arno-, anv-gwan materi deveret eus an indezeuropeg *ais- « arem, houarn », en deus roet ar sañskriteg अयस् (ayas), al latin aes, hag all.
Notenn : Ar ger germanek *eisarn (en deus roet ar saozneg iron hag an alamaneg Eisen) a zo bet amprestet war-eeun digant ar c'heltieg kozh-kozh.[4]
Remove ads

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads