ster
From Wiktionary, the free dictionary
Remove ads
Etimologiezh
- Anv-kadarn 1 (1499) sterēn er c'hCatholicon.[1] Kar d'ar gerioù steyr (liester) ha ster-en (unander) e kerneveureg, seren e kembraeg, Sir-ona(anv un doueez steredennel) e galianeg, a zeufe eus ar ger keltiek *ster-ā « steredenn » kar d'ar gerioù तारा (tār-ā) e sañskriteg, ἀ-στήρ (a-stér) hag ἄ-στρ-ο-ν (á-str-o-n) en henc'hresianeg, *ster-ula > *sterla > stella e latin, stair-nō e goteg, star e saozneg, Ster-n en alamaneg, h.a. Ouzhpenn da se emaint-holl liammet ouzh ar wrizienn STER, « strewiñ », stṛ-ṇo-ti e sañskriteg, στόρ-νυ-μι en henc'hresianeg, ster-nō e latin, fo-sair « golloenn » en heniwerzhoneg, h.a.[2]
Indezeuropeg | Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. | Henamzer Predeneg h.a. | Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. | Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. | Amzerioù modern Brezhoneg h.a. | Yezhoù all |
| *h₂stḗr(en) | *sterā(en),[1] | *ster(en) | *ster | ster | ster | |
| *ster | ster, steyr | ster, sterenn | Kerneveureg | |||
| *ser | ser, syr | sêr | Kembraeg | |||
| Sirona | Galianeg | |||||
| ser | Gouezeleg | |||||
| *stērlā(en) | stella | estoile | estoile | étoile [gall.] | Romaneg |
- Anv-kadarn 2 Eus ar ger ster e krennvrezhoneg, kar eo d'ar ger kembraek ystyr « ster ». Amprestet digant al latin : historia « dezrevell, kontadenn » > ster ur gontadenn > ster dre vras.[3]
- Anv-kadarn 3 Eus ar ger gallek stère bet savet e 1793 diwar ar ger henc'hresianek στερεός (stereos) « solut » evit kaout un unanenn vetrek e lec'h ar gordenn.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads