D'ar 1 Genver 901 e krog an Xvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1000.

I milved kt JK | I milved | Eil milved
../.. | VIIIvet kantved | IXvet kantved | Xvet kantved | XIvet kantved | XIIvet kantved | ../..

Bloavezhioù 900 | Bloavezhioù 910 | Bloavezhioù 920 | Bloavezhioù 930 | Bloavezhioù 940
Bloavezhioù 950 | Bloavezhioù 960 | Bloavezhioù 970 | Bloavezhioù 980 | Bloavezhioù 990

901902903904905 906907908909910
911912913914915 916917918919920
921922923924925 926927928929930
931932933934935 936937938939940
941942943944945 946947948949950
951952953954955 956957958959960
961962963964965 966967968969970
971972973974975 976977978979980
981982983984985 986987988989990
991992993994995 9969979989991000

Darvoudoù

Thumb
Savet eo bet an delwenn-mañ a eztaol un doueez yogini e Kaveripakkam e Stad Tamil Nadu, India, en Xvet kantved.

Afrika ar Su

  • Sevenadurezh Koi-Koin (Hottentoted) testeniekaet e su Afrika.
    • Diazezet eo an armerzh anezho war an dastum.
  • Tamm-ha-tamm en em led ar Vantoued e kreisteiz Afrika.
  • Menegiñ a ra an douaroniour arab Masoudi kêr Sofala, savet gant an Arabed e su ar Zambez daou gantved abretoc'h; stourmoù zo a-enep d'ar Wak-Wak, staliet e genoù al Limpopo.

Kornôg Afrika

  • Krouet Ife, kêr-benn relijiel ar Yoroubaed hag an Edoed, gant ar penn Odoudoua, alafin Oyo, tad d'ar seizh roue a vo rannet bro ar Yoroubaed etrezo goude e varv. Kurunennet eo ar roue (an alafin) zo o chom e Oyo, ar gêr-benn bolitikel, gant ar penn relijiel (Oni) zo staliet e Ife.
    • Poulzet gant enbroidi deuet eus an norzh eo krouet ar rouantelezhioù Yorouba, moarvat e bro Nok, kerkent hag er VIvet kantved (Benin hag e mervent Nigeria a-vremañ).
    • Kontrollet eo korvoerezh pinvidigezhioù ar goadeg gant ur renkad dibabidi deuet war wel e kreizennoù Ife hag Igbo-Ukwu adal an VIIIvet kantved. Kenwerzhañ a reont gant hanterourien afrikan eus ar Sahel hag eus ar savanennoù. Mont a ra ar goulenn evit produioù kaer ha prizius war-gresk. Dre-se ez a an artizaned war arbennikaat ha diorroet e vez teknikoù nevez. Deuet eus an hanternoz gant kouevr ar Sahara, e vez implijet an doare moullañ gant koar kollet evit an arem hag ar c'houevr.

Reter Afrika

  • Genidik eus kreisteiz Arabia e krog ar Somalied d'en em staliañ el lec'h ma vezont kavet c'hoazh hiziv an deiz. Rannet int e meur a veuriad : Isaed bro Djibouti, Dired hanternoz Harrar en Etiopia, Ishaked Somaliland breizhveuriat gwechall, Daroded Ogaden Etiopia, e reter Kenya hag e-kreiz republik Somalia, Haouiyaed, Dighiled ha Rahanouened etre harzoù Kenya ha oued (wadi) Chebelli.
  • Bog armerzhel ha politikel rouantelezh kristen Nubia. (Kentistor Soudan)
  • En em staliañ a ra marc'hadourien arab war aodoù reter Afrika (Manda ha Kiloa). Ezporzhiañ a ra Manda, anezhi ar gêr genwerzhel binvidikañ d'ar mare-se, koad mangrovez, houarn hag ivor en eskemm da briajoù ha traezoù fin all.

Amerika

Azia Greiz

  • 500 000 a dud o chom e Samarkand.
  • Meneget eo bezañs an Datared war gorre Kerülen, e Mongolia.
  • Meneg kentañ kêr Lhassa e Tibet gant mammennoù arab e-tro an Xvet kantved.

Gevred Aziat

  • En India, eo renet ar Gujarat gant un dierniezh Châlukya.
  • En em staliañ a ra ar Môned e traoñ Birmania.
  • E deroù ar c'hantved eo dilezet lec'hiennoù kreiz Java. Tro reter ar vro eo da ziorren.
  • Diwar kêrioù Gourenez Malaysia e c'hano ar rouantelezhioù Malayed kentañ anavezet.
  • Kregiñ a reer da sevel an templ boudaat e Pagan, Myanmar
  • Enskrivadur war blad kouevr Laguna, e skritur Kavi e Luzon, Filipinez, deiziataet eus ar Bloavezh Saka 822 ( 900 kent JK).

Reter-nesañ & bed arab

  • Embannet dastumadeg ofisiel diwezhañ ha nemeti testennoù ar C'horan gant ar C'halifa abbasid. Diazezet eo bet an destenn ofisiel gant Ibn Mujahid, anezhañ un arbennigour war lennadennoù ar C'horan.
  • Sevel a ra tierniezh ar Fatimided e reter Aljeria.

Europa ar C'hornôg

  • Deroù marevezh klouar ar Grennamzer
  • En em staliañ a ra bagadoù Vikinged e norzh Bro-C'hall - Dont a ra an Norsed da vezañ Normaned
  • 938 : Trec'h eo Alan Varvek war an Normaned en emgann Trañs, dieubet eo Breizh.
  • En em ledañ a ra levezon Sveden betek ar Mor Du.
  • Savet Cluny, kentañ urzh relijiel manac'hel kevreet
  • Argadegoù marc'heien Vagyar (Hungariz) dre kornôg Europa (47 argadeg en Alamagn, Italia ha Frañs, 899 - 970)
  • Kreñv eo bezañs Buzantiz e kreisteiz Italia. Dre-se e chom bras o levezon war Roma ha war ar babelezh e-pad hanterenn gentañ ar c'hantved. Darempredoù strizh zo gant ar Babelezh hag ar vrientinion gant Impalaerien ar Reter. E-keit-se en em stumm en-dro aotrouniezhioù kozh Kapoua ha Benevento dindan beli tierniezh Kapoua. Kudennek e teu da vezañ evit hollveli Buzantiz er c'horn-bro.
  • Deroù un emdroadur armerzhel en Italia. Daougementiñ a ra ar boblañs etre an Xvet hag ar XIVvet kantved. Kresk zo war poblañs ar c'hêrioù, kreñvaet c'hoazh gant an divaeziañ. War ar maez e tegas d'e heul ar c'hresk war an niver a dud muioc'h a zifraost ha strujadur an takadoù arvorel beuzadus (dourañ ha kanoliañ traoñienn ar , digoadañ ha savidigezh savennoù er broioù tosennek. Sevel a ra priz an douar (daougementet eo e trowardroioù Milan war dreuzoù an XIvet kantved), evel hini an danvezioù gounezet. Gras da gresk ar boblañs e c'hall ar c'hêrioù tapout ur pouez politikel brasoc'h. War ziorren ez a ar c'henwerzh, ken a-dost (greun, gwin, artizanerezh) hag a-bell (produioù fin) ha, war un dro, ar reizhiadoù bank hag an teknikoù kred (kevalaouriezh kenwerzhel).
  • Adasavidigezh kenwerzh Italia. Gant un teul eus deroù ar c'hantved, an Honorantiae civitatis Papiae, e tesker emañ marc'hadourien hag arc'hantourien Pavia e darempred gant o c'heneiled en tu all d'an Alpoù hag ivez gant ar Saozon. Skoulmet ez eus bet darempredoù a-bell gant ar c'heodedoù porzh evel Almafi, Salerno pe Gaeta. Lakaat a ra ar c'henwerzh gant Frañs buhez e kêrioù Piacenza ha Lucca. Mestr eo Venezia, Genova ha Pisa war ar c'henwerzh gant ar Vuzantion hag ar Sav-heol.
  • Emdroadur war-du ar feodadelezh etre al Liger hag ar Roen. Dont a ra an douar, roet e kerz a-hed ar vuhez, da vezañ sichenn kement reizhiad daremprediñ zo. Bez' eo ar gladdalc'h, mesket ennañ hiviziken an enorioù hag ar gounidoù, abeg al le a douer drezi bezañ gwaz ur gwaz all (un aotrou). Mare ar wazoniezh eo. Klask a ra pep hini perc'hennañ ar muiañ a c'hladdalc'hoù ma c'hall en ur douiñ al le da veur a aotrou. Dre-holl e reer gant al lieswazoniezh ha luziet-tre e teu an darempredoù etre an aotrounez da vezañ. Dont a ra gwir an hêrelezh da vezañ al lezenn, diberc'hennañ a ra an aotrounez evit mad al lignez. Urzhazoù a sav : en traoñ gwizien vihan, tost d'ar gouerien, a-boan gouest d'en em aveiñ ha da gaout ur marc'h ; goude gwizien ar c'hont, perc'henned etre galvet d'e lez justis pe d'ar brezel; erfin emañ ar Gonted, pe Markizien kozh emanvet priñs, miret ganto gwirioù roueel hag a glask kadarnaat o aotrouniezh. E Breizh emañ ar Roue e penn ar vro.
  • Daou rabin a gelenn e Mainz en IXvet-Xvet kantved, Rabi Moezan an Henañ ha Rabi Abun ar Braz. Savet ez eus bet gant mab ar c'hentañ, Rabi Kalonymus un dousennad testennoù burutellat diwar-benn al Lezenn. Kredet e vez ez int ar skridoù rabinek koshañ bet savet en Europa (deroù an Xvet).

Reter Europa

Tud dibar

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

  • Meneg kentañ implij an houpez evit bresañ bier

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.