From Wikipedia, the free encyclopedia
Akkadeg (lišānum akkadītum) pe Asiriaeg-ha-Babiloniaeg[1] a oa ur yezh semitek (ul lodenn eus familh brasoc'h ar yezhoù afrikat-hag-aziat) komzet gwezhall e Mezopotamia, dreist-holl gant an Asiriaiz ha Babiloniaiz. Ar c'hentañ yezh semitek testeniekaet eo hag implijout a rae ar skritur gennheñvel deveret eus hini ar Sumereg, ur yezh digenvez. Anv ar yezh a zeu eus anv kêr Akkad, unan eus kreizennoù bras ar sevenadur e Mezopotamia.
Akkadeg (lišānum akkadītum) | |
---|---|
Yezh varv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Asiria ha Babilonia |
Rannved : | Mezopotamia |
Komzet gant : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù semitek Yezhoù semitek ar reter Akkadeg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | hini ebet |
ISO 639-2 | akk |
ISO 639-3 | akk |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Rannet eo an akkadeg e meur a rannyezh diazezet war an douaroniezh ha prantadoù an istor[2] :
Skrivet e veze akkadeg gant ur skritur gennheñvel, ur reizhiad skrivañ kozh ijinet gant Sumeriz a ra gant arouezioù e stumm gennoù sanket e tablezennoù pri blot. Pa veze implijet gant skribed Akkad ar skritur gennheñvel a c'halle bezañ (a) logolunioù sumerek (da lâret eo arouezioù diazezet war skeudennoù a dalvez evit gerioù), (b) silabennoù sumerek, (c) silabennoù akkadeg, pe (d) arouezioù fonetek. Ar skritur gennheñvel ne zeree ket ouzh an akkadeg evit meur a abeg : e-mesk e chastreoù e oa divarrek da aroueziañ fonemoù a-bouez e Semiteg, en o mesk ur gensonenn troc'h-avel dre serriñ, kensonennoù gourlañchenn, ha kensonennoù stambouc'hus. Ouzhpenn se, ar skritur genheñvel a oa ur reizhiad skritur silabennek — da lâret eo : ur gensonenn mui ur vogalenn a dalvez evit un unvez skritur — na zeree ket peurliesañ d'ur yezh semitek graet eus gwrizioù teirc'hensonennel (da lâret eo teir c'hensonenn hep tamm vogalenn).
Kement ha ma c'haller lavaret en despet da reizhskrivadur gennheñvel an Akkadeg, meur a fonem kentsemitek zo bet kollet en Akkadeg: ar gensonenn troc'h-avel dre serriñ kentsemitek |*ʾ, ha kollet eo bet ivez ar ruzennoù *ʿ, *h, *ḥ, *ġ}}, pe dre ma oa kemmet ar son pe abalamour d'an doare skrivañ, met lakaet o deus da anadiñ ar vogalenn e na gaver ket e kentsemiteg mod all. Ar c'hensonennoù dent hag ar ruzennoù kostez (*ś, *ṣ́) a ziwanas gant ar c'hwibanennoù evel e yezhoù Kanaan,
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.