From Wikipedia, the free encyclopedia
Aldus Pius Manutius (1449/1450 – 6 a viz C'hwevrer 1515), a oa anv latinekaet Teobaldo Mannucci, anvet ivez a-wechoù Aldus Manutius kozh (Aldo Manuzio il Vecchio)[1], abalamour d'e vab-bihan Aldus Manutius yaouank, a oa ul lenneg italian eus an Azginivelezh italian a zeuas da vout mouler, embanner hag a savas an Aldine e Venezia.
Eñ an hini a ijinas ar pik-skej (;), al lizherennoù stouet, al levrioù bihan izelbriz.
Ganet e oa e Sermoneta pe Bassiano, e Stadoù ar Pab, ur 100 km er c'hreisteiz da Roma, da vare an Azginivelezh italian. Pinvidik e oa e dud ha skoliet e voe evel ul lenneg. Kaset e voe da studiañ latin da Roma gant Gasparino da Verona, ha gregach da Ferrara gant Guarino da Verona. E 1482 ez eas da chom da Mirandola gant e gamarad kozh Giovanni Pico della Mirandola, ul lenneg pinvidik-mor. Eno e chomas daou vloaz da studiañ al lennegezh c'hresianek.
A-raok da b-Pico mont da Firenze e kavas d'e vignon Manutius ul labour a gelenner d'e nized Alberto ha Lionello Pio, priñsed Carpi. Alberto Pio a arc'hantas Manutius evit sevel e stal-voulañ hag a roas douaroù dezhañ e Carpi. Dont a reas da vout kelenner e tiegezhioù duged italian an amzer.
Mennet e oa Manutius da herzel ouzh al lennegezh kozh da vont da get dre voulañ ar pennoberennoù e gregach ha latin.
Kemeret eo bet anv Manutius evit ar Progetto Manuzio, ur raktres italian kar d'ar Project Gutenberg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.