Bronn a zo ur gumun eus Breizh e Bro Sant-Maloù ha pennlec'h kanton Bronn, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh.

Pennadoù Broons ha Bronn (disheñvelout) zo ivez.
Muioc'h a ditouroù Anv gallaouek, Anv gallek (ofisiel) ...
Bronn
Plasenn Bronn.
Plasenn Bronn.
Ardamezioù
Anv gallaouek Bron
Anv gallek (ofisiel) Broons
Bro istorel Bro Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Dinan
Kanton Bronn (pennlec'h)
Kod kumun 22020
Kod post 22250
Maer
Amzer gefridi
Denis Laguitton
2020-2026
Etrekumuniezh Dinan Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Dinan
Lec'hienn Web http://www.broons.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 910 ann. (2020)[1]
Stankter 83 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 19′ 05″ Norzh
 15′ 34″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 94 m
bihanañ 45 m — brasañ 143 m
Gorread 35,21 km²
Lec'hiañ ar gêr
Bronn
Serriñ

Douaroniezh

War ar Rosette, Damiette, he Frémeur en em gav Bronn.

Anv

Stummoù skrivet

  • Erwan Vallerie (1995) : "Brohun, 1182; Broon, 1184; Broun, 1199; Broon, 1205; Broon, 1210; Bron, Broum, 1224; Broon, 1252; Brom, 1375; Broon, 1411; Broon, 1420; Bron, 1654; Bron, 1636"

Gerdarzh

Teir martezeadenn zo, hini ebet o vezañ kadarnaet betek-henn :

  • Hervez Arthur Le Moyne de La Borderie (1827-1901) ec'h eo keltiek anv ar gumun, hag e talveze kement ha « tertre, mamelon » evel bronn ha brenn eta,[2]
  • Tud all, Dauzat & Rostaing, o deus meneget e c'halle dont eus Broc'han, anv ur roue brezhon eus Kembre,
  • Tud all c'hoazh, Bernard Tanguy ha Hervé Abalain, a laka ar ger galianek braconnos, « geuniek », da orin an anv.

M'emañ bourk Bronn war un uhel e oa ar voudenn Gwesklin en un draonienn c'hleb. Mes ar voudenn a oa krouet pell goude ar bourk.

Ardamezioù

Thumb En argant e erez daoubennek en sabel, pigoset ha krabanet en gul ; ur c'housourin valirant.
(Siell Beltram Gwesklin, 1361)[3]

Istor

Bronn e oa ur barrez eus eskopti Sant-Maloù[4], ha staget ouzh hini Sant-Brieg goude an Dispac'h Gall.

Krenn-amzer

  • War dro 1260, dimeziñ a ra Janed, herez Roperzh, aotrou Bronn, da Roperzh Iñ Gwesklin,
  • Mervel a reas, er bloaz 1353, Roperzh II Gwesklin, mab-bihan Roperzh Iñ, ha tad Beltram Gwesklin
  • war dro 1355, Beltram Gwesklin, aotrou Bronn, a lak da sevel ur c'hreñvlec'h ur c'hilometr diouzh ar bourg
  • feur-emglev 27 Mezheven 1387 ː lezel a ra konestabl Klisson, evit adkavout dieub, aotrouniezh Bronn d'an dug Yann IV.
  • adkemeret eo an aoutrouniezh Bronn gant konestabl Klisson, war lec'h barn ar Roue Charlez V, an 20t Gouere 1388.
  • dre lizheroù roet e Gwened an 8 Mae 1420, kontez Montfort, dugez Breizh, a ro urzh da ziskar mogerioù Bronn.
  • seiziz a zo lakaet war ar c'hastell, an 27 Mae 1420, itron Klizon mestrez warnañ, ha tapet evit kont an Dug Yann V, gant Charlez Montforzh, aotrou Frinaudour.
  • 20 Gwengolo 1420, aotret eo bet Charlez Monforzh ha Jakez Dinan war c'hastell ha aotrouniezh Bronn.
  • war dro 1423, aotrouniezh Bronn a zo ad-prenet gant Aotrou de Brézé, hag he werzhas da Yann de la Villeblanche.
  • 13 a viz Du 1455, aotrou Henry la Villeblanche, aotrou Broon, e oa galvet ouzh Breuzoù Meur, renet e Gwened gant an dug Pêr II[5]

XVIvet kantved

Goude trec'h ar roue gall Herri IV war ar C'hevre Katolik e voe diskaret kastell Bronn da vat[5].

Dispac'h Gall

  • 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Bronn da benn ur bann[6].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Rathier e anv, Chartier, kure, ha daou veleg, Picouest (beleg-servij) ha Bougault; Rathier, kannad e Breujoù Meur Bro-C'hall hag er Vodadenn vonreizhañ vroadel, en-doa graet al le, met, pa welas ne veze ket degemeret an diferadennoù, ez embannas e oa didalvoud e le[7].

XIXvet kantved

  • Dre gemenn an 30t Eost 1839, aotreet eo an diazez Filles de Marie de la Présentation de Broons.
  • 2 Mezheven 1895 ː sakret eo ar vein diazez iliz Sant-Pêr.
  • 20 a viz Du 1898 ː sakret eo an Iliz sant-Pêr[5]

XXvet kantved

  • 17 Eost 1902 ː digoret eo delwenn du Guesclin roet gant Kêr-Dinan, gant Teodor Botrel.
  • 11 Eost 1935 ː beniget eo tour an iliz Sant-Per

Brezel-bed kentañ

113 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].

Eil Brezel-bed

Mervel a reas naontek den eus ar gumunn abalamour d'ar brezel[8].

Trevadennoù

Monumantoù ha traoù heverk

Thumb
Kolonenn Gwesklin
  • Dindan douar Brangolo (Mare ar C'houarn)
  • Chapel Itron-Varia en Noes a Leslien (1454)
  • Chapel ar Vadalen (1697)
  • Maner Milons de la Ville-Morel (porched XVt kantved)
  • Maner Noe-Dervel (XVt kantved)
  • Kroaz la Normandais (krenn-amzer uhel)
  • Kroaz la Ville-Bougault (1587)
  • Tossen krenn-amzer Linée, anvet Tossen Pré-Robert (krenn-amzer)
  • An delwenn Beltram Gwesklin a zo diskaret gant un darzhadenn[5].
  • Monumant ar re varv.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a dud ...
Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 1 (Tirlu)
Hollad 1
Serriñ

Marvet eo e miz Mezheven 1940, e-pad an Eil brezel-bed[9] .

Roll maered ar gumun

Emdroadur ar boblañs 1778-2006

Demografiezh
177818361850187018801890190619161922193619461954196219681975198219901999
207725272559273828442733286728352439244724422430217222562432238923272382
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Tud

  • Beltram Gwesklin, goprsoudard ganet eno e-tro ar bloaz 1320
  • Olier V Klison (1336-1407), marc'heg, baron ha brezelour
  • Beltram ar Park, kabiten Bronn e 1406
  • Bertrand Milon, diplomat ganet e Bronn e kêriadenn La Ville-Morel e 1439, marvet e 1476. Div wech e voe kannad Breizh e Lez Roma, diazezet e voe gantañ Skol-veur Naoned, prokulor meur Breujoù Breizh e voe, prezidant ha barner hollvedel, ha senesal beli Ploermael ha Roazhon.
  • Gabriel-Henri-René de Neuville, bet ganet e Bronn an 9 a viz Gouere 1744, alvokad ouzh Breujoù, senechal Yugon, kannad Sant-Brieg ouzh Stadoù ar iañ a viz Ebrel 1789; kuzulier jeneral, 1790, aet da Anaon e Sant-Brieg ar 16 a viz Du 1791.
  • Charles Rathier, bet ganet e Bronn an 11 a viz Du 1747; person parrez an Intron-Varia, kannad e Breujoù Meur Bro-C'hall hag er Vodadenn vonreizhañ vroadel. Beleg touer. En em ziskargas nepell goude. Aet da Anaon e Bronn ar 16 a viz Du 1791.
  • René-Mathurin Gillet, bet ganet e Bronn an 28 Mezheven 1762; kannad Mor-Bihan ouzh ar Convention (Gwengolo 1792), hag ouzh ar Pemp-Kant (13 Here 1795).
  • Tad Teodor Botrel (1858-1925), ginnidig eus Bronn.
  • Louis-Eugène Bagot, mezeg ganet e Bronn e 1862, marvet e 1941, diazezer Ensavadur ar mor e Rosko, kreizenn vorvezegiezh kentañ ar bed.

Ardamezeg

Beltram Gwesklin
Olier Klison
Beltram ar Park

Liammoù diavaez

(fr) Lec'hienn ar gumun

Levrlennadur

  • Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
  • Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud; 1978.  
  • Daniel Delattre : Les Côtes d'Armor. Les 372 communes. Éditions Delattre. 2004.
  • Embannadurioù Flohic : Le patrimoine des communes des Côtes d'Armor.  1998.
  • Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop-Breizh. 1990.
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.
  • A. Marteville & P. Varin, warlec'hienn Ogée, 1843.
  • J.-B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; 1780;
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. Ar Men. 1992.

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.