From Wikipedia, the free encyclopedia
Dominicus Lampsonius( 1532 e Brugge - 1599 e Liège) a oa ul lennegour, ur barzh hag un arzour flandrezat.
N'eo ket brudet Lampsonius evel arzour, met kentoc'h evel damkanour an arzoù. Kenskrivañ a reas gant Giorgio Vasari, ha titouroù a roas dezhañ diwar-benn buhez hag oberenn Lambert Lombard hag a voe implijet er pennad gouestlet dezhañ e-barzh e levr Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ)[1].
Etre 1554 ha 1558 e voe sekretour Reginald Pole, hag eñ arc'heskop Canterbury. Gantañ ez eas da Roma ha da Liège, hag eno e kejas gant Lambert Lombard. Pa varvas Reginald Pole e labouras evit priñs-eskibien Liège : Robert de Berghes, Gerard van Groesbeek ha Ernst von Bayern.
E 1565 e skrivas buhezskird al livour Lambert Lombard : Lamberti Lombardi apud Eburones pictoris celeberrimi vita (embannet gant A. Del Vita e 1938). El levr-se e lakaas Lampsonius e vennozhioù war an arzoù.
E 1572 e lakaas embann ul levr ennañ 23 foltred livourien vrudet an Izelvroioù anvet Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies. Gant kement poltred a oa e savas Lampsonius ur barzhoneg latin. Otto van Veen a zeskas gant Lampsonius d'ar mare-se.
Lampsonius a skrivas ivez barzhonegoù e latin, hag a genskrivas gant Giorgio Vasari ha Giulio Clovio. N'anavezer nemet un daolenn savet gant Lampsonius, ur C'hroazstagadur eus 1576, a zo miret hiziv an deiz e iliz Saint-Quentin Hasselt.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.